V.
I.
V.g.
1. Mont stok-ha-stok (ouzh udb., ub.), evit klask pe reiñ gwarez prl.
O soñjal e oa klañv e souchas outi d'he adtommañ. Ar re vihanañ a ouie souchañ e lostennoù o mammoù.
HS. (en em) damolodiñ, (en em) stardañ.
2. Kuzhat.
Aet eo da souchañ a-dreñv an nor. Diouzh an abardaez e kasis ma c'harrig da souchañ dindan un dornadig raden.
&
Tr. adv.
Souchañ-mouchañ : dre guzh, dre laer, hep bezañ gwelet.
HS. skoachañ.
3. Dastum e gorf warnañ e-unan.
4. En em gafunañ, en em damolodiñ dindan udb.
5. Morediñ.
HS. morgousket (v.), sorenniñ.
6. (db. an amzer)
Koll e nerzh.
Pa vez an avel o tont eus ar Gwalarn, an amzer a oar souchañ.
DHS. kalmiñ.
HS. abafiñ, gouzizañ, habaskaat.
7. (db. ar plant)
Kefiañ.
II.
V.k.e.
1. Kuzhat.
Un tamm koad a souche an toull. Ar polezi o doa souchet o fenn dindan o eskell.
2. Gronnañ gant udb. tomm.
Me a soucho ac'hanout brav ez kwele bihan. Kemer ma mantell da souchañ da zivskoaz.
DHS. tamolodiñ.
3. Trl.
Souchañ e benn : izelaat e benn a-rez e zivskoaz, kuit da vezañ gwelet, da bakañ taolioù.
Kerkent e trois a-hed moger ar vered, en ur souchañ ma fenn.
&
Ent krenn
Me a souche pa welen ma mamm o tont din gant ar skubellenn.
&
Dre skeud.
Souchañ e benn : gourvez.
Da betra n'ez ket da souchañ da benn war ar gwele da ziskuizhañ ?
&
Ent krenn
Souch amañ.
4. Ober ur c'hruz da.
An noter a souchas e zivskoaz hag a yeas kuit.
III.
V. em.
EN EM SOUCHAÑ.
Kuzhat.
Aet eo d'en em souchañ.
Daveenn :
GReg
pg blotir (se tapir, se ramasser en petit volume), croupir (se tapir en quelque coin), dormir (legerement)
souchañ
soucha
1732
Daveenn :
GReg
pg blotir (se tapir, se ramasser en petit volume), croupir (se tapir en quelque coin), dormir (legerement)
souchañ
soucha
1850
Daveenn :
GON.II
pg chouka, choucha (voyez "soucha"), dizoucha ("soucha", se tapir, se cacher), pg skoacha, pg soucha ou choucha (se coucher. se cacher entièrement sous les couvertures. de plus, s'accroupir, se tapir).
souchet
1850
Daveenn :
GON.II
pg soucha ou choucha (se coucher. se cacher entièrement sous les couvertures. de plus, s'accroupir, se tapir. Part.), choucha
souchet
chouchet
1850
Daveenn :
GON.II
pg soucha ou choucha (se coucher. se cacher entièrement sous les couvertures. de plus, s'accroupir, se tapir. Part.)
Souchit aze, pe e viot gwelet.
Souchid azé, pé é viot gwélet.
1850
Daveenn :
GON.II
pg soucha ou choucha (couchez-vous là, ou l'on vous verra).
Souchet e oa a-dreñv an nor.
Souched é oa adré ann ôr.
1850
Daveenn :
GON.II
pg soucha ou choucha (il s'était tapi derrière la porte).
souchañ
soucha
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg chouka, skoacha
souchañ
choucha
1850
Daveenn :
GON.II
pg choucha, soucha
— « Mamm, d'e gerent en deus lavaret dont warc'hoazh ! / Ha n'eo ket mall bale ? / — Amzer ! va bugale, / Arabat tec'het kuit ken a lavarin deoc'h. / Souchit aze, kouskit e peoc'h ! »
— « Mamm, d'he gerent en deuz lavaret dont warc'hoaz ! / Ha n'eo ket mall bale ? / — Amzer ! va bugale, / Arabad tec'het kuit ken a lavarinn d'hoc'h. / Souchit aze, kouskit e peoc'h ! »
1867
Daveenn :
MGK
p53
Ar bugel a souche e brennidenn glouar ha kuñv Velia evel en un neizhig, hag a-wechoù e vane kousket eno o selaou marvailhoù diganti.
Ar bugel a souche e brennidenn glouar ha kunv Velia evel en eun neizig, hag a-wechou e vane kousket eno o selaou marvailhou diganti.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.14
souchañ
soucha
1931
Daveenn :
VALL
pg (se) blottir
Er c’hontrol, en em souchañ a rae, start ha start. Aer a vanke dezhi, ur c’hwezenn gaer a oa warni, termal a rae. Edo o vont da vankout.
1944
Daveenn :
ATST
p.53
Hag ar gristenion a souche o fenn dindan al liñserioù hag a blante don ur biz en o divskouarn, evit mougañ ar c’hlemmoù truezus.
1944
Daveenn :
ATST
p.65
Job en doa taolet e chupenn en-dro dezhañ, ha souchet start dezhañ e ivinoù binimus.