Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.g. (db. an amzer) 1. Na vezañ ken rust ken. An avel a soupla. Gant ma souplay an amzer. HS. dousaat, habaskaat, sioulaat. 2. Dont da vezañ tommoc'h ha leishoc'h. Bremañ eo souplaet an amzer. HS. soublañ. II. V.k.e. A. Lakaat (udb.) da vezañ souploc'h. Souplaat ar c'horf. Neud gloan evit souplaat ar wiadenn. HS. gwevnaat. ES. kaletaat. B. Dre skeud. 1. Terriñ nerzh, gwered udb. An Aotrou a souplay e boan. Souplaat ar paz. Me a ya da souplaat ar gouli-se deoc'h. Ur sec'hed na c'haller ket da souplaat. HS. distrizhañ, sioulaat. 2. Distanañ. Goude ma oa souplaet e gounnar. An amzer a souplaas ar gasoni. DHS. habaskaat, sioulaat. 3. (db. ar reolennoù, al lezennoù) Dic'harvaat, distrizhañ, lakaat aesoc'h. Souplaat al lezenn. Souplaat ar reolenn eviti. Mar bez embannet an oberenn-se e vo ret souplaat geriennoù zo. DHS. distrizhañ. HS. dousaat.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial