Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k. I. V.k.d. SOURSIAL EUS, GANT, OUZH UB., UDB. 1. Kemer preder gant ub., udb. Hep soursial eus ar pezh a rafe ar re all. Re a gefridi a oa war he spered evit soursial gant ar pezh en doa graet e-doug ar mintinvezh. Kargañ e blad a fritez hep soursial ouzh an amezeien. & Diren. Grit evel a garot, me ne soursian ket. 2. Dre ast. Ober war-dro ub., kemer perzh en udb. Un tiad bugale da soursial outo. Soursial etre ar vugale : kemer perzh en o zabutoù. Pelec'h e vefe soursiet outi kenkoulz hag e ti he zad hag he mamm ? N'ho po da soursial gant netra, me a bledo gant ar boued. & Diren. Gwechall e veze ar plac'h da soursial en ti, ar paotr er-maez. II. V.k.e. Ober war-dro (ub., udb.). Soursial ar re vleset. & (dirak un av.) Soursial sevel chatal. An dud a soursie eostiñ ar panez.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

en em emellout pe soursiañ eus ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) mesler (de quelqu'vn)

soursiañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg [ne se] chaloir

en em soursiañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) soucier

soursiet ar re vleset

1732
Daveenn : GReg pg blesser (avoir soin des blessez)

sourcial ar re veleset

1732
Daveenn : GReg pg pg blesser (avoir soin des blessez)

Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

— « Ar voereb a baeo ac’hanomp ker, » a lavaras Job ; « rak n’eus nemedomp o soursial outi, n’eus nemedomp o frealziñ anezhi, n’eus nemedomp o vont da glask bagoù, n’eus nemedomp oc’h ober tout an traoù… »

1944
Daveenn : ATST p.92

[...] unan a vo karget da soursial ouzh lojeiz ar re wenn, unan all ouzh lojeiz ar re zu.

1985
Daveenn : DGBD p193

Edont o klask unan bennak evit ober war-dro an ti hag evit soursial ouzh ar merc'hed pa oant o tont eus ar skol. Erbedet e oan bet, deuet e oamp d'en em glevout hag asantet em boa.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Soursial a reont eus ar surentez, deus an efedusted koulz ha deus ar skeudennoù.

2015
Daveenn : DISENT p102

Ha me, merc'h henañ an tiegezh e oa dav din soursial ouzh ma breurezed.

2016
Daveenn : BARAB p213

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial