Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Sae a vez(e) gwisket gant beleien ha leaned an Iliz Katolik. Soutanenn zu an aotrou person. Soutanenn wenn ar pab.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

soutanennoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg soutanen (soutane, habit des ecclésiastiques. Pl.)

soutanenn verr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg soutanen (soutanelle).

soutanenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg soutanen (soutane, habit des ecclésiastiques).

« Setu amañ Laouig a zo mat e groc'hen / D'ho koleiñ kil ha troad, evel ur soudanenn. »

1867
Daveenn : MGK p105

Ker buan e savas kri en o zouez, rak anat e oa dezho e oant kouezhet war daou enebour, pa’z eo gwir edo e soudanenn gant an Aotrou Breton, hag e fuzuilh war e skoaz gant Filip Kerangevenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.301

soudanenn

1909
Daveenn : BROU p. 422 (soutane)

War seulioù ar superior e teuas kerkent ur beleg all, un den gros hag uhel, un dremm ruz dezhañ, ur gouzoug tarv, ur c'hof hag a venne strakal e soutanenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Sed amañ da skouer ur beleg gant un tog foñs hir hag ur soutanenn a-liv gant hini un eskob, met daoust da se, a-drugarez d’e varv fuilhet ha d’e gizennadoù blev a-strew war e zivskoaz evel re va c’henvroadezed, kañfardezed Enez Eusa, e tenn kalz muioc’h d’ur ribler eget d’un den-a-iliz.

1955
Daveenn : VBRU p.42

[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.

1955
Daveenn : VBRU p.48-49

Ofis publik ar brezhoneg