Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. 1. V.k.e. Lakaat ub., udb. da vont war-dreñv. Souzañ ur c'harr-tan. & (dirak an adv. a-dreñv evit pouezañ) Souz an dra-se a-dreñv. 2. V.k.d. Souzañ diouzh, diwar ub. : treiñ kein dezhañ. Ar c'hleñved a zistummas he dremm ken euzhus ma souze an holl diwarni. 3. Souzañ dirak, rak ub., udb. : mont war-dreñv, dre aon razañ prl. Hennezh ne souzo ket dirazout. En ur skeiñ e souze dirak an tri archer a oa war e dra. An dud a souze rak al labour. HS. kilañ, kizañ. II. V.g. 1. Mont war-gil. Ne c'halle ket souzañ hep bezañ disprizet ha goapaet. Souz 'ta ! & Trl. estl. SOUZ A-DREÑV ! : kerzh war-dreñv ! ES. araokaat. 2. Ober udb. hep souzañ : hep ginañ. Graet en deus e labour hep souzañ.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

souzañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sousa

souzet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sousa

"kizañ" [...] ; ivez "mont war e giz" ; ivez "kilañ", "argilañ", "souzañ" [...]

1924
Daveenn : SKET.II p.121 « Geriadurig », "reculer, aller en arrière". (ha aller à reculons).

Ha ni da vlejal, da ouelañ, da souzañ a-dreñv ; mann d'ober.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Souzañ a reas ar breur Alano, evel skoet gant un taol-dorn e-kreiz e vruched.

1949
Daveenn : SIZH p.62

N'eo ket al lean a bede, n'eo ket ar barzh a gane. Savet a oa un den all er breur Arturo; un den dianav, a lakae an daou all da souzañ.

1949
Daveenn : SIZH p.65

Rediañ kement hini a guitae ar vro, pe a zegouezhe eus an diavaez da dremen dre an ospital evit ma vije kemeret ur banne bihan eus e wad da welout hag-eñ ne oa ket taget gant ar c'hleñved, en deus miret ouzh ar c'hleñved-se da vezañ kaset da bell ; hag en diabarzh, en ur vont a geriadenn da geriadenn pe a greizenn-labour da greizenn-labour evit ober kement all, en devoa graet d'ar c'hleñved souzañ da vat.

1985
Daveenn : DGBD p65

Ganet diwar ar c'hoñvers, e verv ennañ ar vuhez pa vez kresk war briz an okoume, hag e koazh pa rank an droc'herien souzañ pe dec'hout dirak an diskar-briz, pa vez karget skiberioù bras Europa.

1985
Daveenn : DGBD p27

Souzañ a ra a-dreñv, treiñ a-zehou ha kregiñ da ziskenn dre ar straedoù bihan war-zu Egaleo.

2015
Daveenn : EHPEA p124

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial