Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. KOZH 1. [1499, 1732, 1931] Neuz. Ar spes a zen onest zo warnañ. [1924] pe en em wisket e neuzioù tud pe e spezoù loened [...]. & Trl. skeud. Na vezañ nemet ar spes (a ub.) : troienn a reer ganti evit ober anv eus neuz treut-kenañ ub. N'eus nemet ar spes anezhi. HS. feson, tres. 2. [1499] Kened. 3. [1659, 1985] Seurt. II. BREMAÑ 1. Gweledigezh dreistnatur eus un den war-lerc'h e varv. HS. seblant, skeud, tasmant, teuz. 2. RELIJ. (en e furm lies ha gant ur bennlizherenn-dal prl.) Ar Spesoù : ar bara hag ar gwin oferenniñ. [1944] Dindan ar spesoù a vara hag a win. & (en e furm unan) Komuniañ dindan an daou spes. HS. spurmant. 3. BEVON. Spesad. Meur a spes anevaled.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

spes

1499
Daveenn : LVBCA p187

spes

1659
Daveenn : LDJM.1 pg espece

hervez ar spes hepmuiken

1732
Daveenn : GReg pg apparent

spes

1732
Daveenn : GReg pg apparence

Bezañ ez eus ur spes tud pere a zo, &c.

1732
Daveenn : GReg pg genre (Il y a un genre de personnes qui sont, &c.)

dougen a ra ar spes a zen onest

1732
Daveenn : GReg pg apparence

meur a seurt spes anevaled, gwez a zo

1732
Daveenn : GReg pg (il y a plusieurs) especes (d'animaux, d'arbres)

ur spes moneiz

1732
Daveenn : GReg pg (une) espece (de monnoïe)

n'en deus ket a spesoù

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a point d') espece

spesoù

1732
Daveenn : GReg pg figure (superficie, & forme exterieure de tous les corps, p.)

Hor Salver en em ziskouezas da ziskibled Emmaüs dindan ar spes a birc'hirin.

1732
Daveenn : GReg pg figure (Notre Seigneur prit la figure de pelerin, lorsqu’il apparut aux deux Disciples d'Emmaüs.)

Ar bed ned eo nemet ur spes hag ur spes pehini a dremen.

1732
Daveenn : GReg pg figure (Le monde n’est qu’une figure, & une figure qui passe.)

spes, spesoù

1732
Daveenn : GReg pg espece (division de genre), espece (monnoïe)

ar jener hag ar spes

1732
Daveenn : GReg pg genre (Le genre & l'espece.)

spes

1732
Daveenn : GReg pg genre (sorte, maniere)

ar spes a zen onest en deus

1732
Daveenn : GReg pg apparence

sirkoñstañsoù pere a cheñch ar spes eus ar pec'hed

1732
Daveenn : GReg pg circonstance(s qui changent l'espece du peché)

kemer ar spes a zen onest

1732
Daveenn : GReg pg contrefaire (l'homme de bien)

ar goukoug vras a ya da zozviñ e neizh ar c'hudoned, hag ar goukoug vihan, ar goukoug eus ar spes vihan, a ya da zozviñ e neizh foeterezig-an-dour

1732
Daveenn : GReg pg (le grand) coucou (fait ses oeufs dans le nid des pigeons ramiers; & le petit dans celui du hoche-queuë)

ar pezh ne deo ket a vemes natur, pe a vemes spes

1732
Daveenn : GReg pg dissimilaire (terme de Medecine)

ar c'horf hag an ene a zo ar spesoù eus ar sustañs

1732
Daveenn : GReg pg (le corps & l'esprit sont les) especes (de la substance)

soñjal da atreteniñ ar spes

1732
Daveenn : GReg pg espece (Songer à la propagation de l'espece.)

spes

1732
Daveenn : GReg pg espece (sorte), fantome (spectre), figure (superficie, & forme exterieure de tous les corps)

— « Aiou ! eme an den, petra welan ? Ur spes ! / Euzhusat tra ef-eñ ! E skeud, e skeud hepken / A ra din-me skrijañ ha krenañ gant anken. »

1867
Daveenn : MGK p66

Anat dezhañ diwar-se ez oa spesoù, nemet ez oant spesoù dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeriñ emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skorañ kement ha ma c’hellje den krouet hen ober.

1923
Daveenn : SKET p.115

Kerkent ha ma teue kentañ skleur an tarzh-deiz da c’houlaouiñ an oabl e weled o sevel en dremmwel, dre greiz al lusenn-veure, daou spes ramzel ha skedus, hag int oc’h enraokaat a gammedoù bras.

1923
Daveenn : SKET p.60

spes g. [...] liester -où.

1923
Daveenn : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Apparence, ombre d’un mort".

spes g.

1924
Daveenn : SKET.II p.141 « Geriadurig », "Apparence ; fantôme".

Ez disgwel pe en em wisket e neuzioù tud pe e spezoù loened, dalc’hmat e vezont red-dired dre ar bed, ha n’eus tra kuzhet outo.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

An Aon, ar vrizhkredenn hag an Diouiziegezh eo a laka ar marv taer da welout d’an dud. Neb en deus trec’het d’an tri Spes-se a vezo en e gerz ur peoc’h n’oufe tra ebet strafilhañ ken hiviziken.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

spes

1931
Daveenn : VALL pg apparence (fugitive, semblant), aspect

Se a vez galvet eno komuniañ dindan ar spesoù a vara hag a win.

1944
Daveenn : EURW.1 p.171

Neuze, ne c'hell ket bezañ e vije bet ar spes a zerc'houezour apotikerezh kuzulier kemedel Korasidis.

2015
Daveenn : EHPEA p86

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial