I.
H.g.
Embregerezh korf ma striver evit kevezañ ouzh ar re all pe ouzh an-unan prl. hag a sevener evit en em ziduiñ, bezañ yac'h.
Ober sport. Sellet ouzh un abadenn sport er skinwel.
[1985] Kroget e oan ivez, gant va c'henvroad, da vont da ober un droig bennak war al lenn en ur vag pilprenn, da ober un tammig sport bremañ pa na 'm boa mui a gefioù gwez da c'haoliata.
&
(impl. goude un ak.)
A dalvez d'ober sport.
Un dachenn sport. Boteier sport. Dilhad sport.
[2015] C'hoant kaer am eus da spilhennañ an daou lizher war e chupenn sport met soñjal a ran e'm enraokaat ken e kabestran ma hardizhegezh diboell.
II.
G.
Pep hini eus an doareoù dibar reolennet da embreger e gorf a bleustrer warno.
Pleustriñ ur sport.
[1944] Gras d’hon deskadurezh, e kemeremp ar vuhez-se evel ur sport nevez, hag e tisprizemp (en hor spered), ar vicher a soudard.
[2023] Eus ar saloñs e kleve c'hoazh ar skinwel, mouezh trelatet komzer ur chadenn sportoù.
&
Sportoù goañv : a bleustrer warno e-pad ar goañv dh., war an erc'h pe ar skorn prl.
Ur sport goañv eo ar ski.
&
Sportoù emgannañ : m'en em gann daou zen an eil gant egile.
Ar boks, ar gouren, ar judo zo sportoù emgannañ.
&
[2023] sportoù-emgann
[2023] Hag e skol sportoù-emgann Tromsø, ma oa bet-eñ sañset, ne anaveze den e anv.
&
[2023] Ijinet en doa ur c'hoari brudet dre gompoder hag ar gouriz du en doa gwisket e unan eus ar sportoù gouren nebeut anavezet eus Azia ar Gevred.
&
Sportoù a-hiniennoù : a bleustrer warno e-unan-penn, ouzh ub. all pe ouzh tud kemeret unan hag unan.
Ar oueskerezh, ar redek war varc'h-houarn zo sportoù a-hiniennoù.
&
Sportoù a-stroll : ma pleustr ul laz tud ouzh ul laz all. Ar basket-ball, ar rugbi, ar vell-droad zo sportoù a-stroll.
Gras d’hon deskadurezh, e kemeremp ar vuhez-se evel ur sport nevez, hag e tisprizemp (en hor spered), ar vicher a soudard.
Gras d’hon deskadurez, e kemeremp ar vuhez-se evel eur sport nevez, hag e tisprizemp (en hor spered), ar vicher a soudard.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.197
Kroget e oan ivez, gant va c'henvroad, da vont da ober un droig bennak war al lenn en ur vag pilprenn, da ober un tammig sport bremañ pa na 'm boa mui a gefioù gwez da c'haoliata.
1985
Daveenn :
DGBD
p196
C'hoant kaer am eus da spilhennañ an daou lizher war e chupenn sport met soñjal a ran e'm enraokaat ken e kabestran ma hardizhegezh diboell.
2015
Daveenn :
EHPEA
p224
Hag e skol sportoù-emgann Tromsø, ma oa bet-eñ sañset, ne anaveze den e anv.
2023
Daveenn :
DREAM
p.39
Eus ar saloñs e kleve c'hoazh ar skinwel, mouezh trelatet komzer ur chadenn sportoù.
2023
Daveenn :
DREAM
p.39
Ijinet en doa ur c'hoari brudet dre gompoder hag ar gouriz du en doa gwisket e unan eus ar sportoù gouren nebeut [sic] anavezet eus Azia ar Gevred.