Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo diazezet-mat, na fiñv ket aes ; zo diaes da loc'hañ. Stabil eo an daol-mañ. DHS. divrall. ES. distabil, gadal. 2. Dre skeud. A chom digemm, a bad. Delc'her stabil ar prizioù.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

parfet, stabil, eo an daol-mañ

1732
Daveenn : GReg pg (cette table est) ferme (elle ne branle point)

rentañ stabiloc'h

1732
Daveenn : GReg pg affermir

rentet stabil

1732
Daveenn : GReg pg assurer

stabil am eus rentet, an daol-hont

1732
Daveenn : GReg pg assurer (j'ai assuré cette table)

rentañ stabil

1732
Daveenn : GReg pg affermir, assurer (rendre ferme, rendre certain), établir (poser, rendre une chose stable)

stabil

1732
Daveenn : GReg pg ferme (qui tient bien, difficile à ébranler)

Bez' e oa c'hoari ar vell-droad ront, c'hoari ar vell-dorn-hirvoan (rugby), c'hoari barrinier, c'hoari skasoù, c'hoari maout, c'hoari brezel bihan ; bez' e oa eurvezhioù evit ober korfembregerezh : barenn stabil, barennoù kenstur, kordenn reut, lammoù krec'h ha lammoù pell ; bez' e oa c'hoari ar vazh, c'hoari savatenn, c'hoari ar c'hleze pe « eskrim », gant ur C'horsiad, Don Carli, da gelenner.

1944
Daveenn : EURW.1 p50-51

Ho pediñ ' ran hag aspediñ / D'am selaou mat ha d'am c'hrediñ / Daoust, d'am enep, 'n everiañs / ' Laka stabil ho tisfiziañs.

1960
Daveenn : PETO p76

Ha dilezel a rafes, merc'hig kaezh, ul labour stabil en amaezh foran evit en em abilañ da zigeriñ da guzulva dit-te?

2015
Daveenn : EHPEA p381

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial