Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (en ur vro) [1732, 1985] Beli uhelañ, diazezet war ur vonreizh prl., a ren war ur bobl, ur vroad (pe pobloù, broadoù) urzhiet, war un tiriad bevennet, dre hantererezh ur gouarnamant ha lezennoù a dalvez evit an holl vroidi. Ar vroad hag ar Stad. Surentez ar Stad. Ur relijion Stad. & Rener-Stad, rener ar Stad : den dilennet e penn ur Republik evit he ren, rieg ur rouantelezh. 2. Ent strizh. [2015] Hollad gwazadurioù melestradurel ur vro urzhiet. [2015] Komprenet hon eus e oamp ur bec'h d'ar Stad, d'ar vezeion, d'an apotikerezhioù ha d'ar gevredigezh a-bezh. Labourat a ra evit ar Stad. Dindan ar Stad emañ. Kargidi ar Stad. DHS. melestradur. 3.(Goude un ak.) [1931] Zo meret, renet, aozet gant ar Stad. An deskadurezh-Stad. Ur bank-Stad. II. 1. (enebet ouzh ar re all) Riez. Stad Breizh ar XIVvet kantved, ar Stad vreizhat. Stadoù bihan, Stadoù bras. Harzoù ur Stad. DHS. departamant, rannvro. 2. Rann ur framm kevreadel brasoc'h.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

stad gouarnet gant ar gomun

1732
Daveenn : GReg pg democratie (gouvernement, où la souveraineté reside dans le peuple)

stad gouarnet gant ar re gentañ anezhañ [sic]

1732
Daveenn : GReg pg aristocratie

Stadoù gouarnet gantr ar re gentañ hag an onestañ tud eus ar memes Stadoù

1732
Daveenn : GReg pg aristocratie

Stadoù hep penn ebet

1732
Daveenn : GReg pg anarchie

Stadoù pere e vev pep hini diouzh e roll

1732
Daveenn : GReg pg anarchie

monet da anaout an adversourien eus ar Stadoù hag an hent a zalc'hont

1732
Daveenn : GReg pg estrade (Batre l'estrade, terme de guerre.)

Stadoù

1732
Daveenn : GReg pg état (roïaume, empire)

brezelidi a ziavaez-bro, evit sikour ur Stad bennak

1732
Daveenn : GReg pg (des troupes) auxiliaire(s)

kemeret gant adversourien ar stadoù

1732
Daveenn : GReg pg captif (esclave)

ar proviñsoù, hag ar priñselezhoù eus a stadoù an empalaer

1732
Daveenn : GReg (Les) cercle(s de l'empire d'Occident, les Provinces & les Principautez de l'Empire qui ont droit de se trouver aux diettes)

Ar brezel a zo ur skiant evit en em lazhañ hag en em zistrujañ an eil stad egile.

1732
Daveenn : GReg pg guerre (La guerre est un art de s'égorger & de se détruire réciproquement.)

mont da spiañ adversourien ar stadoù

1732
Daveenn : GReg pg (aller à la) découverte (de l'ennemi)

kannañ an adversourien eus ar stadoù

1732
Daveenn : GReg pg défaire (une armée)

Stad diroue

1850
Daveenn : GON.II.HV pg stâd (-diroué)

mererezh-Stad

1931
Daveenn : VALL pg administration (publique)

Diskenn a rejomp en « Hôtel Moderne », eno ‘oa rentadeg ar gannedelezh varzhek a dlee bezañ digemeret gant pennrener ar Stad.

1944
Daveenn : EURW.1 p.200-201

Dre zepartamant, un eskopti hepken : / A-gevret, evel-se, ' vo aesoc'h da ren / Aferioù ar Stad hag ar Relijion, / Ar pezh a skañvay preder an Nasion.

1960
Daveenn : PETO p16

Kement-mañ a oa an doare, hervez klevout, er stad-se bet savet dek vloaz ha pevar-ugent kent, d'ar 26 a viz gouere 1847. Gant brezel 1939-1945 e teuas kemm bras dre eno hag ar vro, evel broioù all Afrika, a zo aet un tamm-mat war-raok.

1985
Daveenn : DGBD p21

Deuet e oa Frañs da vezañ a-benn neuze ar Stad kreizennet ha jakobinour a anavezomp.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

Gallout a ra ar boliserien kemer perzh hep gouzout dezhe ivez, evel pa vez aozet an harzadegoù gant ar stourmerien o-unan, evel e Vichy da vare emvod meur ar stadoù european diwar-benn an enbroañ.

2015
Daveenn : DISENT p148

Komprenet hon eus e oamp ur bec'h d'ar Stad, d'ar vezeion, d'an apotikerezhioù ha d'ar gevredigezh a-bezh.

2015
Daveenn : EHPEA p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial