Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Panell a dalvez da wareziñ ur prenestr pe un nor, pe da herzel ouzh gouloù an heol da zont tre en ur pezh. Stlakañ a ra ar stalafioù en avel. 2. Unan eus lodennoù heloc'h un nor, ur prenestr, h.a., war vudurunoù. [1878] Da stankañ an toull, e voe lakaet ur pres ledan, daou stalaf warnezhañ ; eus a gein ar pres e voe lamet div banell evit ober un nor vras a-walc’h da vont er c’huzh ha da zont er-maez hep direnkañ netra er gampr. HS. bann. & Dre fent, trl. Stalafioù pres laezh : brennidenn.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

stalaf

1499
Daveenn : LVBCA p188

stalafoù red

1732
Daveenn : GReg pg (chassis, ou contrevent à) coulisse

stalaf red

1732
Daveenn : GReg pg (chassis, ou contrevent à) coulisse

stalafoù prenestr

1732
Daveenn : GReg pg abavents

stalafoù rederez

1732
Daveenn : GReg pg (chassis, ou contrevent à) coulisse

stalaf rederez

1732
Daveenn : GReg pg (chassis, ou contrevent à) coulisse

stalafoù prenestr

1732
Daveenn : GReg pg batant (de fenêtre)

stalaf prenestr

1732
Daveenn : GReg pg batant (de fenêtre)

stalaf dor

1732
Daveenn : GReg pg batant (de porte, l'un des côtez d'une porte qui s'ouvre en deux)

stalafoù dor

1732
Daveenn : GReg pg batant (de portel'un des côtez d'une porte qui s'ouvre en deux)

stalaf prenestr a-ziavaez

1814
Daveenn : DBRez. pg. abat-vent

stalaf rederez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg stalaf-rédérez (coulisse, volet ou panneau que l'on fait couler dans les rainures).

An div stalaf a zigorot.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg stalaf-dôr (vous ouvrirez les deux vantaux).

stalafioù dor

1850
Daveenn : GON.II.HV pg stalaf-dôr (vantail, battant d'une porte qui s'ouvre des deux côtés. Pl.)

stalaf dor

1850
Daveenn : GON.II.HV pg stalaf-dôr (vantail, battant d'une porte qui s'ouvre des deux côtés).

Serrit ar stalaf.

1850
Daveenn : GON.II pg stalaf (fermez le volet, la fenêtre).

stalafioù

1850
Daveenn : GON.II p.17 (des volets), pg stalaf (panneau, pièce de bois ou de vitrage enfermé dans une bordure. volet, tablette en bois qui couvre une croisée. fenêtre ou plutôt sa fermeture. Pl.)

stalaf

1850
Daveenn : GON.II p.17 (volet), pg stalaf (panneau, pièce de bois ou de vitrage enfermé dans une bordure. volet, tablette en bois qui couvre une croisée. fenêtre ou plutôt sa fermeture).

Kerkent e voe klevet stalaf ar gwele o tigeriñ en ur strakal hag ar sakrist oc’h ober ul lamm plom war ar bank.

1877
Daveenn : EKG.I. p.111

An trouz a raed a viras da glevet an daou stalaf o vont a-daol, o-daou, an eil da gaout egile, hag er c’hiz-se, pa voe alumet gouloù, e voe kavet serret an nor hag ar prenestroù a du ar porzh a-ziadreñv, ha dre-se e tlee Loull ar Bouc’h bezañ en e di mard oa bet, en noz-se, o lojañ en e gêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.121

Da stankañ an toull, e voe lakaet ur pres ledan, daou stalaf warnezhañ ; eus a gein ar pres e voe lamet div banell evit ober un nor vras a-walc’h da vont er c’huzh ha da zont er-maez hep direnkañ netra er gampr.

1878
Daveenn : EKG.II p.217

stalaf

1909
Daveenn : BROU p. 414 (linteau), p. 423 (linteau de porte ou de fenêtre. Les portes à deux linteaux sont rares)

stalafioù

1931
Daveenn : VALL pg battant

stalaf

1931
Daveenn : VALL pg battant

stalaf dor

1931
Daveenn : VALL pg battant

Me a dremene dirak an ti-se bemdez en ur sevel d’am c’hambr ; ar stalafioù a oa serret war ar prenestroù ; an nor, o tigeriñ war Vanell ar Paste, a oa leun a dachoù-houarn evel hini un iliz ; ur « judaz » a oa toullet enni, gant ur roued-orjal.

1944
Daveenn : EURW.1 p.89

Morvitellet e oa kêr Viranda en he c'housked, ha ne fiñve ket un ene en-dro d'an toennoù ruz merglet ha d'an tiez marvelen prennet kloz [sic, "prennet-kloz"] o stalafioù. Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. N'oa trouz nemet gant ar stêr Ebro.

1949
Daveenn : SIZH p.48

An tri frenestr a zo oute stalafioù houarn a vez serret eus an diabarzh. Freskaet eo an aergelc'h gant an hinaozerezh.

2015
Daveenn : EHPEA p50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial