Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. Lakaat marc'hadourezh war ur stal pe en ur stal a-benn dedennañ prenerien. Staliañ levrioù e rakstal al levrier. 2. Lakaat traoù en ul lec'h hervez un urzh mennet. Ma-unan on bet o staliañ an arrebeuri en ti. 3. Lakaat an dud ouzh taol hervez o renk. Ar gouvidi enorus a vez staliet e penn an daol. 4. (db. an aozadurioù) Diazezañ (I B 2). E-kichen an ti-kêr e vo staliet hor burevioù nevez. 5. Lakaat ar stalioù war an daol a-raok predañ. Staliañ an daol. DHS. sterniañ; ES. diac'hubiñ, distaliañ. II. V.g. Chom hep mont kuit. P'en deveze graet e gefridi, ne chome ket da staliañ, da evañ na marvailhat en tiez. EVEZH. : (a) distagañ a reer ar furm "stailh" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['staʎ] ; (b) reizhskrivadur eus furmoù displeget staliañ gant "ilh" a ya da heul re ar verb, "kuzuliañ".

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

stalañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg etaler

staliet

1732
Daveenn : GReg pg (etaler les marchandises d'une) boutique, étaler (exposer en vente)

staliañ

1732
Daveenn : GReg pg (etaler les marchandises d'une) boutique, étaler (exposer en vente)

staliet

1732
Daveenn : GReg pg (etaler les marchandises d'une) boutique, étaler (exposer en vente)

stalañ

1732
Daveenn : GReg pg (etaler les marchandises d'une) boutique, étaler (exposer en vente)

staliiñ

1732
Daveenn : GReg pg (etaler les marchandises d'une) boutique, étaler (exposer en vente)

staliiñ

1732
Daveenn : GReg pg étaler (exposer en vente)

staliañ

1850
Daveenn : GON.II pg stâl, stalia

staliet

1850
Daveenn : GON.II pg stalia

na dleer ket staliañ da sul hep ezhomm

1850
Daveenn : GON.II pg stalia

Tostaat a rejont ouzh an tan, el lec'h ma oa staliet ar gador glet, ar reizhoù prientet d'ober te, war-hed dorn, ha sukr en dasenn zoken.

2012
Daveenn : DJHMH p. 75

Ne lavarin ket e nij gant al levenez rak graet e vez ar c'hantreolaat gant un tamouez boull, diouzh un tu, ha, diouzh un tu all, peogwir ez eo ur ral dezhi kaout da ober gant al lez-varn en he labour, a laka da soñjal kentoc'h er skrivagner foran gwezhall a stalie e daolig e toull-dor an ti-kêr.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Kousket em boa gant ar plomer a oa deuet da staliañ ar wikefre dourañ evit al liorzh en Ekali.

2015
Daveenn : EHPEA p58

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

En Italia eo e teujont d'en em staliañ hag eno eo ma krogjont da adtreuzkas dimp hêrezh lennegel ha filozofel an Henc'hresianed.

2016
Daveenn : ILIAS p. 8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial