Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. (db. an traoù) 1. A wask a bep tu. E zilhad zo re start en-dro dezhañ. [1877] Skuizhañ a rejont evelato a-benn ur pennad, hag ho mestr a bakas krog start er sakrist en u[l] lavaret dezhañ : — Pini eus ar re-mañ eo prenestr kambr Loull ar Bouc’h ? DHS. strizh. & Dre skeud. Hennezh zo start e zorn : nerzhus eo e youl. Pokoù start : kreñv, roet a galon. Lakaat pokoù start war blev ar vugale. 2. Zo gwask warnañ a bep tu. An ibil zo start en toull. & Tost an elfennoù anezhañ an eil re d'ar re all. Ar blev zo start war kein ar c'hoz. HS. stank. ES. rouez. 3. Diaes da c'houzañv. Ur goañvezh start. [1877] An Aotrou de Kervalaneg, en hor c’hreiz, a ziskoueze deomp penaos en em gannañ ma ne ouiemp ket, hag eno, d’an nec’h, e parkeier Kervrenn, e voe ur c’hrog eus ar re startañ. 4. Difetis Sonn, na gemm ket. Ur gredenn start. Ul lezenn start : a ranker mirout. [1877] Lod a lavar e oa deuet Doue da bikat e galon o welet feiz start Plougerneiz [...]. B. (db. an dud) 1. A zalc'h mat. Start eo war e dreid, war e droad. [1877] Ar baotred yaouank a dlee tennañ d’ar sort, hag ez oant kalz, start war o zreid, plom en o sav, o boned "segovii" a-ispilh war o divskoaz, a valee, hep aon, dre gêr, sioul ha mut da welet. & Trl. Start war e dachoù : n'eo ket aes da ziskar. & Dre skeud. Start en e vennozh, e feiz. [1877] [...] ha kalz a draoù all c’hoazh hag a ziskouezo deoc’h e oa an Aotrou Breton un den a benn ha start en e gredenn. HS. divrall, postek. 2. Gouest da herzel. Bezañ start ouzh ar skuizhder. 3. Dibleg, aheurtet. Un den start. [1877] Jañ-Mari a zo sec’h ha rok an tamm anezhañ ; e dri [m]ab o deus an aer da vezañ paotred start, ha n’o deus ket aon rak o skeud. II. Doar. 1. (dirak un av.) Diaes. Start eo bevañ. Start eo gouzout. Start e oa dezhañ en em damall dirak e vugale. 2. Trl. BEZAÑ START DA UB.: kaout re nebeut a ichoù. Start eo dimp amañ. 3. Trl. BEZAÑ START WAR UB. : lakaat bec'h warnañ. N'eo ket start warnañ falc'hat. & Dre verr. N'eo ket start warnañ : e labour n'eo ket diaes. 4. Trl. KAVOUT START UDB. : kaout glac'har bras en abeg d'an dra-se. Start en deus kavet pa'z eo marvet e verc'h.

Skouerioù istorel : 
63
Kuzhat roll ar skouerioù

start

1659
Daveenn : LDJM.1 pg constant, ferme, immuable, robuste, roide, serre, solide, stable

staget eo an dra-se ouzh ar voger, pe a zo start ouzh ar voger

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (cela) tient (bien à la muraille)

stignet ha start

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tendu (& roide)

karet start

1732
Daveenn : GReg pg aimer

derc'hel start d'e ompinion

1732
Daveenn : GReg pg (s')aheurter

gwaskañ start ur re

1732
Daveenn : GReg pg (serrer le) bouton (à quelqu'un, le presser avec vigueur)

start

1732
Daveenn : GReg pg constant (qui a l'esprit ferme & inébranlable), courage (là), étreint (einte, qui est serré)

krogit start

1732
Daveenn : GReg pg courage (là)

gouelañ start

1732
Daveenn : GReg pg deplorer

goueliñ start

1732
Daveenn : GReg pg deplorer

briata start

1732
Daveenn : GReg pg embrasser (étroitement)

start

1732
Daveenn : GReg pg étreint (einte, qui est serré)

start

1732
Daveenn : GReg pg ferme (qui tient bien, difficile à ébranler)

ur paotr ferm, start

1732
Daveenn : GReg pg (un homme) ferme (qui a les reins, & les bras fermes)

ur paotr hag a grog start

1732
Daveenn : GReg pg (un homme) ferme (qui a les reins, & les bras fermes)

ker start

1732
Daveenn : GReg pg fort-e (Si fort, si fortement.)

kre ha start

1732
Daveenn : GReg pg fort-e (Fort & ferme.)

re start eo

1850
Daveenn : GON.II pg stard

start

1850
Daveenn : GON.II pg stard

Perak hoc'h eus-hu va gwanet ker start ?

1850
Daveenn : GON.II pg gwana (Pourquoi m'avez-vous serré si fort ?)

n'eo ket start a-walc'h troad ar vouc'hal, gennit-eñ

1850
Daveenn : GON.II pg genna

ha na c'hellid-hu ket éréañ startoc'h ?

1850
Daveenn : GON.II pg éréa

Hogen ur c'hiz kozh [a] oa en Israel e-touez ar gerent, penaos ma tileze unan bennak e wir da un all, evit ma vije start an dilez e tenne an den e votez evit he reiñ d'e gar : hounnezh e oa an [t]esteni eus an dilez en Israel.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.106, Buez Ruth.

n'eo ket start war e dreid

1850
Daveenn : GON.II pg stard

N'eo ket start a-walc'h ar vrae-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg braé (Cette broie n'est pas assez serrée).

[...] ha mar kirit lenn levr an Aotrou Levot, e velfet eno ar pezh a gontan deoc’h amañ, ha kalz a draoù all c’hoazh hag a ziskouezo deoc’h e oa an Aotrou Breton un den a benn ha start en e gredenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.245

Ar baotred yaouank a dlee tennañ d’ar sort, hag ez oant kalz, start war o zreid, plom en o sav, o boned "segovii" a-ispilh war o divskoaz, a valee, hep aon, dre gêr, sioul ha mut da welet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.265

Den ne ouie da belec’h e oa aet. Lod a lavar e oa deuet Doue da bikat e galon o welet feiz start Plougerneiz, rak gouzout ervat a rae e oa kuzhet, dre ar vro, beleien hag a gofesae an dud a-raok mervel hag a vadeze ar vugale en ur zont war an douar ; salv e ve gwir ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.239

Traoù ker kriz hag an dra-mañ a welimp c’hoazh e lec’h all, hag e lec’h all ez oar bet ker start e feiz hon tud-kozh evel e Gwimilio hag e Sant-Tegoneg.

1877
Daveenn : EKG.I. p.168

Skuizhañ a rejont evelato a-benn ur pennad, hag ho mestr a bakas krog start er sakrist en u[l] lavaret dezhañ : — Pini eus ar re-mañ eo prenestr kambr Loull ar Bouc’h ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.120

Ar sakrist a skoas tri daol all er memes tra, nemet oant startoc’h ; hag atav Loull ar Bouc’h a chome sioul en e wele.

1877
Daveenn : EKG.I. p.117

Me a oar peger start eo bet emgann Kergidu, ha soudarded Canclaux a zalc’has ivez pell soñj penaos e oant bet teurket ganeomp-ni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.308

An Aotrou de Kervalaneg, en hor c’hreiz, a ziskoueze deomp penaos en em gannañ ma ne ouiemp ket, hag eno, d’an nec’h, e parkeier Kervrenn, e voe ur c’hrog eus ar re startañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.286

Petra a soñjan ? E feiz, netra a vat ebet, avat. Jañ-Mari a zo sec’h ha rok an tamm anezhañ ; e dri [m]ab o deus an aer da vezañ paotred start, ha n’o deus ket aon rak o skeud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

Goude-se e savis em sav, hag en em lakis da welet ha karget mat e oa va fuzuilh, ha chomet e oa start a-walc’h, evit ober ur c’haloupadenn, va gouriz lian du.

1878
Daveenn : EKG.II p.115

D’ar mareoù-se me a yoa yaouank, hag e koad Kermengi [sic], gant an Aotrou de Kerbalaneg [sic], e oa tud koshoc’h egedon-me ha startoc’h an tamm anezho ivez ; ha koulskoude, en o zouez-holl, me eo a yoa dibabet evit sevel war beg tour Berven.

1878
Daveenn : EKG.II p.112

Pa voe tennet ar baotrezig eus a-zindan ar gwele, e-lec’h m’oa kuzhet, e chomas ar soudarded souezhet da sellet an eil ouc’h egile. — Daoust, emezo, hag ur plac’hig ker yaouank a c’hellfe bezañ roet un taol ker start ?

1878
Daveenn : EKG.II p.144

A-drugarez dezhañ, ya, a-drugarez d’e galon start, d’e benn eskuit ha d’e zivrec’h nerzhek eo e voe dieubet an div vaouez yaouank, ma c’halljont adgwelout o friedoù hag o bugale.

1923
Daveenn : SKET p.134

Ar baotred yaouank, sonn evel gwez-pin, start evel gwez-derv, a oa kalonek ha kadarn, doujus d’al lezenn, d’ar renerien, d’ar gozhidi.

1923
Daveenn : SKET p.68

A-dra-sur, ma selaouit tud ar vro : stourm a r[e]font ouzoc’h, ha start, penaos n’eus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini, kleier da ganañ ken seder, ken dudius hag o re.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("kleier" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Mar n’hellez ket stummañ an dud diouzh da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da vezañ stummet gant an dud hag an darvoudoù, nemet a-youl e plegfes da se e sell eus ar Vad, rak n’eo ket un dervenn start ez eo, ne vo biken ur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traoù a-ziavaez.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

Bep beure e kas anezho da gouronkañ er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantañ an dilhad ma oa boas da wiskañ a-benn gouronkediñ ar c’harr, da lavarout eo un doneg divilgin start ouzh e gorf ha bragoù strizh ha berr o lezel e zaoulin ez noazh (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.58-59

Bilzig, un ael a zouster ne oa ket, c’hwi ’oar. Eno ho pije neuze bet gwelet ur biladeg eus ar startañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

War un dro e kave nerzh an tan hag an heol, an douar hag an dour, an aer hag an amzer, hent frank da dreantiñ e gorf ha d’hel lakaat gwevn, kalet ha start.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

Izabel a dapas krog e penn he mab, hag, en ur ouelañ, e roas dezhañ ur pok start war e zivjod.

1925
Daveenn : BILZ2 p.147

— Kenavo, mamm Izabel ! Ur pok start da bep hini anezhe.

1925
Daveenn : BILZ2 p.168

start

1931
Daveenn : VALL pg assis

derc'hel start

1931
Daveenn : VALL pg (tenir) bon

mont start da

1931
Daveenn : VALL pg (s')appliquer

mont start gant

1931
Daveenn : VALL pg (s')appliquer

Harpet eo meno Gregory war labourioù Bailey Willis diwar-benn kenframmadur Chipr; eilgeriet en deus hemañ, avat, e oa kalz brasoc'h ar fiñvadennoù o deus lakaet kompezenn an enezenn da c'houzizañ eget a re a zeuje ar ganienn diwarno. Startoc'h e hañval deomp bezañ e veno eget hini Gregory.

1943
Daveenn : TNKN p64

Ha setu perak ar baotred a gemeras hent ar maez, ha, goude, hent ar gêr, kerkent ha m’o doa resevet, evit o brasañ damant hag o brasañ displijadur, un testeni start eus buhez bev-buhezek an hini na oa ket beuzet.

1944
Daveenn : ATST p.131

Strizh e oa evidon, a-vec’h mar gallen prennañ « ibil » ar bragoù ; poan am boa o tennañ ma alan gant start ma oa ar jiletenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.102

Jozeb de Lauwer ha me a ziwanas etrezomp ur garantez start hag a badas e-pad hor servij ha pell goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Pa c'hallen didenna ar gont diwar-benn Breizh e oan war un douar start ha ne oa ket aes ma bourdañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Pelloc'h war-du hanternoz, war hent Gwerliskin ez aen alies da aveliñ ma fenn war zismantroù kastell douar Rospelem a vije bet, gouez d'an hengounerien, unan eus ar c'hreñvlec'hioù startañ bro Poc'hêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

- Du-mañ ivez, ez eus biniawoù, eme ar breur Arturo, heñvel mat o son ouzh hini ar gaita. Nemet sartoc'h int, ha lakaat a reont Breizhiz da gas ar jabadao en-dro...

1949
Daveenn : SIZH p.65

Ur burzhud bras a-berzh an Neñv / He dije plac'h, e-lec'h gour kreñv, / Kefridi start da gas da benn / O reiñ deoc'h skor ouzh marv tenn.

1960
Daveenn : PETO p59

Dre chouch ha sioul e vev er vro / Ha start e labour 'enep deoc'h. / Ne vez nep kristen war ho tro / Ha gant an naon timat ez eoc'h.

1960
Daveenn : PETO p30

Un drugar eo, pa vezer o tont eus traezhegoù Port-Gentil, kavout amañ douar start dindan e dreid, gant glasvezh [glasvez] a bep tu, gant trouz an tonnoù mor o tont da ruilhal war an traezh, buntet gant avel ar mor bras.

1985
Daveenn : DGBD p44

Ar re a geje ganto, e-pad o baleadennoù Sul, a gonte ne gomzent ket, o doa an neuz da enoeiñ start, ha disammet e vezent, anat, pa spurmantent ur c'heneil, a gevarc'hent gwrezek.

2012
Daveenn : DJHMH p10

Krediñ start a ra dezhi a-hend-all ez eo ar re wellañ er Gwazerezh Foran Gresian tud eeunek.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Goude, pa oant dispartiet, em boa sammet pep war ma chouk, met div blac'h a zo hag a ra an tiegezh. N'eo ket ul labour start, nemet pa zeu ar merc'hed.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial