Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Perzh udb. zo start, stabil, solut, divrall. Kollet en doa an douar e startijenn dindan e dreid. Kaout fiziañs e startijenn al lestr. Ur radell kalz skañvoc'h ha muioc'h a startijenn enni eget eben. HS. starter. 2. Perzh ub., udb. zo oberiant, leun a vuhez, a jourdoul. Startijenn zo ennañ. Degas startijenn d'ar c'horf. DHS. gred. 3. Dre skeud. Died a ever evit kaout nerzh-kalon, gred. Ur banne startijenn.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Dre ma ya war-raok bedeladur ar blanedenn e kas gantañ d'e heul ur c'hresk e startijenn oberiantizoù minorelezhioù a bep seurt.

2014
Daveenn : MINOB p.1

Klask a ran ez kalonek ober un nebeud ensinkladoù kentraouer-startijenn din-me gant an arguzenn e c'hell en em gavout unan marv war lec'hienn henoniel Kerameikos da-heul ur gwallzarvoud pe ul lamm-kalon ha n'eo ket dre ret peogwir ez eo bet drouklazhet.

2015
Daveenn : EHPEA p32

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial