Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Kement a ya d'ober ur steud. Ur steudad a zaouzek den. C'hwennat ur steudad kaol. Ur steudad kirri. & Tr. adv. A-steudad : e stumm steudadoù. Lakait ho kwez yaouank a-steudad.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

steudad an Andoù

1931
Daveenn : VALL pg (cordillère des) Andes

steudad foenn

1931
Daveenn : VALL pg andain

steudad vein-meur

1931
Daveenn : VALL pg alignement (de mégalithes)

steudad

1931
Daveenn : VALL pg alignement (rangée)

Souezhusoc'h eo c'hoazh traonienn Mor an Hanternoz. Dizoloet ez eus bet eno, n'eus ket gwall bell, ur steudad fozioù, a zo bet studiet gant ar Saozon da gentañ, ha neuze gant ar C'hallaoued ivez.

1943
Daveenn : TNKN p28

Savet e oa da solieroù uhelañ ar manati. Mont a rae hed-ha-hed gant steudad an trepasioù strizh, amsklaer ha dilevenez, davet skol an danvez-leaned, du-hont, ouzh tor ar menez.

1949
Daveenn : SIZH p.66

Pa 'z it dievezh e c'hoarvez deoc'h kerzhet alies war ur steudad bihan.

1985
Daveenn : DGBD p112

Ar gweladenner a vremañ p'en devez bountet war an nor-dal ha pa ra e selladenn gentañ ouzh steudad an nev hag ar chantele a daol pled kentizh ouzh ar mell gwariadur a zo da bennahel an iliz met alies-kaer e tremen e evezh e-biou an diforc'hioù niverus a zo etre an daou brantad sevel.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 15

Lakaat a ra Dakakos an daou Saoz da bignat er c'harr-polis evit kas anezhe en tu all d'ar steudad archerion, heuliet gant ar van hag ar c'hlañvgarr.

2015
Daveenn : EHPEA p120

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial