Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Bronneg krigner eus ar genad Castor, dezhañ pavioù diadreñv palvezek, ul lost plat, ledan ha skantek, a ra e annez war al lennoù hag ar stêrioù koadek o endro. & Avank Europa : ar spesad Castor fiber. & Avank Amerika : ar spesad Castor canadensis. Un avank o tiskar ur wezenn. Ur stankell avanked. Ul lochenn avanked.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

tok avank

1732
Daveenn : GReg pg (chapeau de) castor

avank

1732
Daveenn : GReg pg bievre (animal amphibie, qui est une espece de castor), castor (animal amphibie)

avanked

1732
Daveenn : GReg pg bievre (animal amphibie, qui est une espece de castor)

avank

1850
Daveenn : GON.II pg avañk (Bièvre, animal amphibie : c'est une espèce de castor).

Kalz a avanked a baker amañ.

1850
Daveenn : GON.II pg avañk (On prend beaucoup de bièvres ici).

Envel an nav pennañ ne rin ken : Esox « eog », Natro « naer », Oriros « erer », Bledios « bleiz », Artos « arz », Epos (pe Marka), « marc’h », Uros « ejen gouez », Mokkos « moc’h gouez », Bebros « avank ».

1923
Daveenn : SKET p.30

Kement-se holl ha kant ha kant a draoù all c’hoazh, evel o degouezhioù , o c’hoarioù, o zroioù gant al loened a veve war o zro, ha dreist-holl o divizadennoù gant an dourgi hag avank kozh an aven, a zo don e koun pep unan.

1923
Daveenn : SKET p.40

Paotañ a ra eno ar bleizi, a-gevret ganto e-leizh a c’houezviled all : arzhed, moc’h-gouez, oc’hen-meur, oc’hen moueek, kezeg, kirvi-meur, kirvi, demmed, yourc’hed, kizier-karvetaer, broc’hed, avanked, dourgon ha lern.

1923
Daveenn : SKET p.47

"avank" g. [...], liester "-ed".

1923
Daveenn : SKET p.157, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Castor".

avank

1927
Daveenn : Geri.Ern pg avank

avank

1931
Daveenn : VALL pg bièvre

Notennoù studi

Skrivañ a ra Kervarker e geriadur ar Gonideg e vez graet e-barzh barzhonegoù kozh "avanked" eus izili ar genad Castor, eus krokodiled hag eus an holl euzhviled divelfennek.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial