Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. 1. V.g. Ober stirlink. Stirlinkat a ra ar pezhioù moneiz en e c'hodell. Lakaat arc'hant da stirlinkat. 2. V.k.e. Lakaat traoù (metal dh.) d'ober stirlink. Dont en ur stirlinkat e alc'hwezioù.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar merc’hed blev-melen, a c’hournijelle ganto o skerboù lin tanav hag a stirlinke gwalennoù o divrec’hioù gwenn hag o ufernioù-treid (1), keit ha ma troellent ha ma lamment, skañv evel yourc’hezed, war al leton ouzh gwrimenn ar wezeg c’hlas.

1923
Daveenn : SKET p.62

stirlinkat

1923
Daveenn : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Faire entendre un cliquetis".

Soñjit ! kement taol a skoe evit poentennañ ar planken nevez, a lakae an aour da stirlinkat er goueled.

1944
Daveenn : ATST p.76

A-vec'h ma voe graet ar gefridi, setu ar pellgomzer o stirlinkat adarre evit reiñ da anaout e oa ul lestr hollandat o tegouezhout hag ez aje da Libreville en deiz war-lerc'h, sur-mat.

1985
Daveenn : DGBD p145

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial