Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Organ dezhañ stumm ur sac'henn, lec'hiet er c'hof etre an treizher hag ar vouzellenn-voan, a dalvez da dreizhañ ar boued. Gant ar boan stomog emañ. Bezañ goullo e stomog. HS. poull-kalon, sac'h-boued. 2. Dre ast. Bruched. Jozeb a zouge war e stomog ur vedalenn vurzhudus. 3. Dre elevez (db. ar merc'hed) Divronn. Maget gant al laezh eus he stomog. HS. kerc'henn (gouzoug).

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

stomag

1499
Daveenn : LVBCA p188

M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.

1622
Daveenn : Do. p6

estomag

1659
Daveenn : LDJM.1 pg estomac

estomag dirollet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (estomach) debauché

estomag divarc'het

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (estomach) debauché

M. Penaos er [sin ar groaz] gret-hu? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn, ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha d'an hini dehoù, en ur lavaret, En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel, Amen.

1677
Daveenn : Do. p7

stomog direizhet

1732
Daveenn : GReg pg (un estomac) debauché (qui rejette les aliments)

stomog

1732
Daveenn : GReg pg estomac (le lieu ou se fait la premiere coction des viandes)

Ne falveze dezhañ dibriñ tamm, re ve[c'h]iet [e] oa e stomog.

1877
Daveenn : EKG.I. p.49

Ar paour-kaezh ki ! Kerkent ha m’en em gavas ganen, e chomas ur pennad a-sav da sellet ouzhin. Ne zaleas da anaout, me ’gred, evitañ da vezañ ki, e oan ur c’hristen mat, disheñvel dioc’h ar soudarded, rak dont a reas d’am c’haout hag harpañ a reas e fri ouc’h va stomok.

1878
Daveenn : EKG.II p.28

etre va c'hof ha va stomok

1909
Daveenn : BROU p. 231 (stomok désigne la poitrine)

stomog lotrusek

1931
Daveenn : VALL pg autruche

Ar bananez, mat marteze evel frouezhenn, pe c'hoazh evel legumaj pa vezont poazh, n'o devez dalc'h ebet ouzh ar stomog pa vezont debret er-c'hriz.

1985
Daveenn : DGBD p158

Bez' e c'helljen toullañ kaoz gant Koula evit ma hañvalje an hent bezañ berroc'h, met pa vez unan o paouez gouzañv ur stroñs kreñv, daou dra 'zo ha ne c'hell ket ober: lakaat un tamm en e stomog ha tennañ ur ger eus e c'henoù.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial