stouet
stoui
stouet
stoui
Ne zaleas ket da stouiñ e benn, rak bolodoù un tenn fuzuilh a c’hwitellas dreist ar c’hleuz, hag a nijas tost dezhañ. — « Manket ! » a lavaras un den.
— « O ! moereb, moereb muiañ-karet ! » a lavaras Job. — « Petra ’zo, Job ? Pelec’h hoc’h eus kavet an anv brav-se : moereb muiañ-karet ?… Mes petra ’welan ? Stouiñ a rit ho penn, ha c’hwi, Lom, emañ an dour en ho taoulagad ? »
- « Jezuz Dios ! » Ur c'hwenenn !... Sevel a reas prim he broz (sic) du, hag hi d'ober ur skrab trumm d'he glin dehou, an hini tostañ d'al lean. Noazh ha gwenn e oa ar c'hofkar (sic, ar c'hof-gar), neuziet-blot. Difoupat a reas ar gwad da benn ar paotr, ha dont a reas ruz betek e c'houzoug, dre ma stoue e valvennoù gant elevez.
Skediñ a reas he dent en ur vousc’hoarzh ouzh al lean, dre ma stoue he malvennoù war lufr teñval he daoulagad.
N’en deus an Enebour nemet stouiñ da zastum e breizhoù eus an druilh. Ar Bed a zo anezhañ un divent a bondalez d’an Ifern.
Ober a reas un ehan. Ar breur Arturo a stouas e sell daveti.
Hi an hini a'n em denn kuit, diwar c'hoari, evit stouiñ warnañ adarre, ouzh e atizañ, ouzh e cherisañ gant he blev war e dal, gant pennoù he divronn reut kinniget d'e vuzelloù, gant he melloù daoulagad oriad, gant holl fiñvoù ur c'horf yac'h, gwevn ha kaer.
- « Dios mio ! » pebezh rann-galon ! Esmae en he mouezh. Stouet he doa Palmira he fennig du da guzhat he dremm etre he daouarn maneget.
Ar breur Arturo a bare e selloù war he gouzoug, o stouiñ flour ha tener.
Dilavar e chom ar person, e zaoulagad stouet d'an douar.
Deuet ar mare din da sevel, n'eo ket echu c'hoazh an nozvezhiad, hag e c'hellan neuze gwelout un dra sebezus a-walc'h : ur vandennad tud, ganto kroazioù bihan koad en o dorn, o vont betek penn all ar ge[ê]riadenn da vont da stouiñ dirak an heol o sevel.
Evelato, evel ma oa troet e tiskoueze dezho hepken ur skleur ruz-roz o c'hoari war al lein, adskedoù an tan dameuc'het gant tal lufrus ar presoù, hag o dremmoù int o-daou stouet warnañ, disliv ha spontet.
Teuler a ra ur sell dre laer ouzh ar reuzied, diwar e elloù, hep stouiñ un disterañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
stouk