Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (er c'hêrioù) Hent pavezet pe deret, aveet ha terket d'ar c'hirri (II) da c'hallout mont gantañ. Treuziñ ar straed pa vez ruz ar gouleier. [1954] Bemdez, kerkent ha goulou-deiz e kroge o martoloded da boanial o skarzhañ leurioù ha straedoù kêr, o lemel ar c’horfoù marv a-zindan atredoù an ilizoù, ar skolioù hag an tiez. DHS. banell. HS. ru. 2. (war ar maez) Hent a c'hall an ijinennoù labour-douar mont gantañ. 3. Dre skeud. PEMDEZ Gourlañchenn. Digor-frank e vez o straed da zebriñ ar pezh a vez aozet dezho.

Skouerioù istorel : 
41
Kuzhat roll ar skouerioù

straed

1499
Daveenn : LVBCA p189 ('voie pavée')

hent straed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (petit) chemin

straed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg street

straed

1732
Daveenn : GReg pg chemin (où les charrettes peuvent passer)

straedoù

1732
Daveenn : GReg pg chemin (où les charrettes peuvent passer)

straedoù

1850
Daveenn : GON.II pg stréat ou stréad (chemin étroit. rue. ruelle. venelle. Pl.)

straedoù

1850
Daveenn : GON.II pg stréat ou stréad (chemin étroit. rue. ruelle. venelle. Pl.)

Dre ar straed zon e tremenot.

1850
Daveenn : GON.II pg stréat, stréad (vous passerez par le chemin creux).

Er straed nevez e chom.

1850
Daveenn : GON.II pg stréat, stréad (il demeure dans la rue neuve).

straed

1850
Daveenn : GON.II pg stréat ou stréad (chemin étroit. rue. ruelle. venelle. Hors de Léon "stred" ou "stret"), pg stred (voyez "stréat").

straed

1850
Daveenn : GON.II pg stréat ou stréad (chemin étroit. rue. ruelle. venelle. Hors de Léon "stred" ou "stret"), pg stret (voyez "stréat").

Dre ar straed voan ez aimp.

1850
Daveenn : GON.II pg moan (nous irons par le chemin étroit).

straejoù

1850
Daveenn : GON.II pg stréat ou stréad (chemin étroit. rue. ruelle. venelle. Pl.)

straed

1850
Daveenn : GON.II pg banel, heñt, heñd, rû, pg stréat ou stréad (chemin étroit. rue. ruelle. venelle), stred, stret

straed

1850
Daveenn : GON.II pg stréat ou stréad (chemin étroit. rue. ruelle. venelle), pg stréad (voyez "stréat").

Koulz ar re all ha ni ; m'hor beus skiant ha furnezh, / Ez eo, war gement-mañ, da bep hini diskouez : Ne dalv lavaret mad, mard a hon oberoù / Dre gement straed lous zo[,] a-enep d'hor c'homzoù.

1867
Daveenn : MGK p85

straed ar vedred

1909
Daveenn : BROU p. 424 (je ne l'ai entendu que dans Straed ar vedred, la venelle du cimetière)

Eno em eus graet hent, a-hed devezhioù, war straedoù ur geoded ec’hon-divent, kozh evel an douar hag ar bed, mamm holl geodedoù an douar, kelennerez ar re fur, magerez ar ouizieien, krouerez tud ampart en holl arzoù ha micherioù.

1923
Daveenn : SKET p.16

Hinoniñ a rae an amzer. Tomm an heol. Un engroez a dud a zo o vont-dont gant ar straejoù.

1929
Daveenn : SVBV p12

Moullerezh, 17 straed d'Algesiras. Pep gwir miret strizh

1929
Daveenn : SVBV p3

skuberez straedoù

1931
Daveenn : VALL pg balayeuse (machine)

Da serr-noz e tremenas en o c'heñver kirri skoazellerien-ganolierezh hag an daou gañfard a voe aotreet da sevel en unan anezho ; dezouget e voent evel-se betek Melun. Ar c'hirri ned aent ket larkoc'h : ha setu Yann ha Pêr war ar straed da hanternoz.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Diouzh Kingstown da [z]Dublin ez eus ur straed hir-hir ; kêrbenn Iwerzhon gant 200.000 annezer, a zo unan eus ar c'haerañ. Straedoù ar fabourkoù a zo teñvalaet gant an tier brik ruz, stok-ouzh-stok hag holl pimpatrom an eil d'egile [.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.175

Ur palez a oa hemañ, gant e dri estaj hag e deir askellad lojeiz, unan e-keñver ar straed, gant ar porrastell hag an nor-dal, ar pondalez hag an diri a enor daou vann ; an div askellad all a bep korn, war adreñv, hag etrezo ar chapel, kement hag un iliz.

1944
Daveenn : EURW.1 p47-48

D'ar Sul 22, un engroez diniver a garge straedoù Kemperle, a-grap diouzh ar stêr Elle betek an hent-houarn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

Kerangwe en doa dizoloet un ostaleri vihan all e straed Sant-Gwenno, a oa dimp ivez ul lec’h a ziskuizh hag a beoc’h.

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

Ouzh sklerijenn al loar, e veze gwelet barzhed o pourmen dre ar straedoù, hag o tisplegañ gwerzennoù a vouezh uhel, an eil d’egile.

1944
Daveenn : EURW.1 p.208

Bemdez, kerkent ha goulou-deiz e kroge o martoloded da boanial o skarzhañ leurioù ha straedoù kêr, o lemel ar c’horfoù marv a-zindan atredoù an ilizoù, ar skolioù hag an tiez.

1954
Daveenn : VAZA p.95

War a gredan, flatret e oa bet hon admiral meur ha meur a wech, met keit ha ma kenderc’he e dad-kaer d’ober evel ma troe en e benn e straed Royale e Paris [Pariz], van ne veze graet ouzh ar glemmerien pe ar spierien.

1954
Daveenn : VAZA p.111

Feurmet am boa ur gambr e Brest, en ostaleri « Au Zinc » e straed Siam, rag-enep d’ar stal vras Aux Dames de France.

1954
Daveenn : VAZA p.121

Pa'z eus kel eus ar saozneg, div wech diouzhtu e fellas din mont war renk ar saoznegerien galvet da Bariz, e straed Royale.

1954
Daveenn : VAZA p.126, notenn 1

Ne vanjomp nemet un nebeut devezhioù er gêr-se [Orleans-Nevez] ma kaved enni bete-vremañ meur a straed gant he c’hozh anv gallek, daoust ha ma voe bet gwerzhet ar rannvro a-bezh er bloavezh 1803 gant Napoleon d’ar Stadoù[-]Unanet.

1954
Daveenn : VAZA p.101

tiez a bep tu d'ar straed, tonius-bras gant o dorioù meur

1974
Daveenn : BAHE niv. 82, p.11

Dres el lec'h-se e oa ur mell savadur trist, ar stlez anezhañ bountet war valir er straed.

2012
Daveenn : DJHMH p11

Da neuze, ouzhpenn, e oa toullet straed Kereon a-dreuz kêr, ha nebeutoc'h c'hoazh e vije bet kreizennet an talbenn diouti.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.

2015
Daveenn : DISENT p57-58

Emañ ar ranndi en eil solieradur, un daou bezh, nebeutoc'h eget tri-ugent metr karrez ennañ, e straed Eolidos, e karter Egáleo.

2015
Daveenn : EHPEA p.11

Straed ar vorianetaerien.

2015
Daveenn : DISENT p76

Ur strollad a stourm ma vo divadezet straedoù ar varc'hadourien sklaved.

2015
Daveenn : DISENT p76

Ne oa ket pell a-benn kavout toull ar straed strizh war-zinaou a gase, tamm-ha-tamm gant he derezioù digompez, betek ti Daniel, e foñs ur roñchig.

2016
Daveenn : BARAB p194

Einar a rene ar stalig kompoderezh war ar straed veur.

2023
Daveenn : DREAM p.21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial