1. Benveg (pe c'hoariell), graet e koad prl., anezhañ ur plankennig a lakaer da drouzal en-dro d'un ahel dre ur fiñv tro eus an dorn hag an arzorn.
Strakerez ar c'hakouz.
2. (er milinoù)
Lavnenn voan a-dreuz kern ur vilin a lez an ed da gouezhañ war ar maen-milin hag a ra trouz ingal.
DHS. kanelll.
HS. trabell.
3. PEMDEZ
Nep kozh arm-tan a ra muioc'h a drouz eget a zroug.
4. PEMDEZ
Revr.
5. Plantenn c'heotennek he anv spesad Stellaria holostea, dezhi pemp petalenn a-stumm gant kalonoù.
Daveenn :
GON.II
pg stlakérez (claquet ou traquet, petite latte dans un moulin, qui est sur la trémie, et qui, battant sur la meule, fait du bruit. - castagnette, instrument de musique. H.V. on dit aussi "strakérez", dans le même sens).