V.k.e.
1. Hejañ ub., udb. gant nerzh.
Strilhañ ub. evel ma vez graet gant gwinizh er c'hrouer. Ar marc'h a strilhe e !ost gant nerzh. Gwall strilhet eo bet ar gwez gant an avel-dro.
2. Dre ast.
Strilhañ ub., strilhañ e skouarn da ub. : e wallgas.
Deus amañ, pezh fall, ma vi strilhet ganin !
&
Trl. PEMDEZ
Strilhañ e c'hwen : sevel diouzh e wele.
Deuet e oa poent deoc'h dont er-maez diouzh ho kwele da strilhañ ho c'hwen !
3. KIMIEZH
Lakaat ur meskad liñvel da dreiñ e gaz a-benn digemmeskañ an elfennoù zo ouzh e ober.
Strilhañ gwin, frouezh d'ober alkool. Strilhañ tireoul.
Job a starde gouzoug Lom hag a strilhe e benn dezhañ kement ha me [sic, "ma"] c’helle. Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle.