Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. (db. al liñvennoù) Kementad a strink. 2. (db. ar c'haledoù) Elfenn vihan a strink. Ur strinkadenn vihan zo lammet gant ma fri. B. Dre ast. 1. Banne bihan. Sko ur strinkadenn zour war ar plant-se. Diskenn ur strinkadenn din. HS. berad. 2. Tamm bihan. Laka ur strinkadenn sukr er wastell. HS. beskennad, ivinad, kuchenn. II. 1. Gwechad strinkañ (I). 2. Ent strizh Gwechad teuler sper.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

strinkadenn

1850
Daveenn : GON.II pg striñkaden

strinkadennoù

1850
Daveenn : GON.II pg striñkaden

Ha pa yud, pa skrij an avel en drisoù, en obañchoù, ne vez ket brav kennebeut bezañ er vag, dindan ar glav, dindan strinkadennoù an tarzhioù-mor.

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

Hag en noz teñval ar Gwennili ac’h a, ac’h a, pounner : kouezhañ a ra en plegioù ar gwagennoù, sevel a ra war o c’hein, pleget dindan an avel, glebiet gant an strinkadennoù.

1925
Daveenn : BILZ2 p.109

Strinkadennoù

1925
Daveenn : BILZ2 p.109, Notenn 2 : "embruns".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial