Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ober hud ur sorser evit lakaat ub. dindan gazel-ge. Strobinelloù Viviana. 2. Dre ast. Ober gwidreüs ub. a glask touellañ ub. all, a glask en em dennañ eus ur gwall bleg. 3. (db. an avel) Avel-dro, troidell. 4. (db. dour ar stêrioù) Poulldroenn. Na gouronkit ket er stêr-mañ, strobinelloù zo enni. HS. poull-tro, troenn.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

strobinell

1850
Daveenn : GON.II pg bamérec'h

strobinell

1850
Daveenn : GON.II pg droug (-avel), strôbinel, strôbinelluz

strobinell

1850
Daveenn : GON.II pg lorbérec'h

strobinelloù

1850
Daveenn : GON.II pg strôbinel

ha gourronkit ket er stêr-mañ, strobinelloù a zo enni

1850
Daveenn : GON.II pg strôbinel

Diwall ar skrivour anezhañ ouzh pep fazi, ouzh pep treuzlevezon, ouzh pep strobinell ; diwall ar skrid ouzh pep koll, ouzh pep gwall, ouzh pep drast !

1923
Daveenn : SKET p.83

O digas a reas gantañ e-kreiz ar c’hoad ha reiñ da anaout dezho ar gwez, hag ivez al louzeier yec’hedus, dre zisklêriañ an dalvoudegezh anezho ha penaos ober ganto da bareañ kleñvedoù ha goulioù, da argas drouk-speredoù, da derriñ hud ha strobinelloù.

1923
Daveenn : SKET p.59

Ne zeuent ket evel hiziv, da heul goursav e-kreiz lidoù-gouel pe emgann, pe da frouezh hirstudi, lavarennoù-hud, karmoù, breoù, strobinelloù.

1923
Daveenn : SKET p.76

Boemet ma oa gant strobinelloù ar vatezhig e c’houlennas diganti bezañ e bried.

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

Ma teu neuze d'un aezhennig roufennañ an dour, e vezont dieubet diouzh ar strobinell-se, ha divorzañ a c'hellont neuze.

1985
Daveenn : DGBD p85

Ret eo anavezout an troioù strobinell fall-se ha derc'hel penn oute hep bezañ sachet war o zachenn dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p140

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial