1. [1499] Ur bluñvenn a vez lakaet ouzh lost ar saezhoù, dezho da chom kempouez en aer pa vezont bannet.
Stuc'henn saezh.
HS. stuc'h.
2. [1499] Bann gouloù.
[1499] Stuc'hennoù an heol. Stuc'henn sklêrijenn.
HS. skin, terenn.
3. Malan ed.
Liammañ ur stuc'henn.
HS. feskenn (malan), hordenn, mandosenn.
4. Plezhenn vlev.
5. Stuc'henn-vara : tammig bara a vez soubet e bouedoù zo.
&
Dre verr.
Ur stuc'henn.
HS. soubenenn.
6. NEVEZ
Pezhioù staliet ouzh lost un nijerez.