studi
studi
An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek-hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.
Eur louarn a voa war ar studi / Evit mont da zen a lezen.
studi ar c'horf
Youl a zeuy dezhañ da vont larkoc'h en hent, dre zonaat ar poentoù n'int nemet finouc'hellet amañ -koulz lavarout- ha dre ouestlañ e holl amzer vak d'ar seurt studioù.
- Pitiaoul a zo c'hoarvezet ganeoc'h ? a c'houlennas, ur wech bennak, ar breur Alano digant e geneil e-pad ar studi vintin.
N’eus forzh, seul belloc’h ma kerzhen war-raok gant ar studi, seul niverusoc’h a levr am beze da gas ganin deiz ar prizioù.
Fent ho po, emichañs, o klevout pegen marc’had-mat e kouste en holl d’an holl bevañs ha studi e Landreger.
Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.
Kant parrez, kant iliz, evel ’ouzoc’h, ha da bep bro he giz ; e Rusia e veze kaset ar skolidi d’ar gêr adalek an deizioù kentañ miz Mae, met an ehan-studi ne bade nemet betek Hantereost d’an hirañ ; er mare-se ne vane delienn ebet ouzh ar gwez, ha dirollañ a rae adarre reuziadoù gwallamzer, rev, glaveier a-bil, barroù-grizilh hag a-wechoù zoken dourerc’h pa felle d’an aelez vinniget stagañ abred da zibluañ gwazi, hervez ma lavare va zad.
E ti e gerent dizesk e tremene moarvat evit ur mailh hep e bar o vezañ ma tegouezhe dezhañ bezañ kentañ gour e lignez o kas da benn e studi, ha dre-se tad ha mamm ha dlee parañ warnañ selloù leun a zudi hag a spont, evel pa vije bet deut er bed en o zi un dañvad pemptroadek ha dezhañ penn un touilh.
Ur "Réserve Forestière", da lavarout eo un dachenn mir ha studi evit ar gwez, ha dreist-holl evit an okoume, a zo bet savet du-hont, 24 000 devezh-arat dindanni.
D'ar mare ma ris va studioù e Roazon ne oa ket aes kaout ul labour bennak, hag e diskar-amzer ar bloaz 1936 en em gaven en entremar o klask gouzout penaos gounit ur gwennegig bennak.
Met klask kompren ivez, goude an holl studioù-se, n'on ket evit bevañ diwar ma micher. Mareoù 'zo ma lavaran ouzhin-me "pe da vad ar studioù hir-se? Gwelloc'h e vije bet dit kavout ul labour bennak tre goude ar skol-veur. Muioc'h e'z aes[aez] e vijes bremañ."
"Dimezet e oa?" "Dibriedet. Div verc'h en deus hag a zo war o studi en estrenvro."
Etre ar studi hag ar sal-c'hortoz ez eus un nor-red.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
studiadeg