1. Soñj, c'hoant, youl verrbad hag er-maez eus ar skiant-vat prl. a ziwan trumm e spered ub., hep abeg splann, hag a rank bezañ sevenet gantañ.
Ur stultenn fall. Ur stultenn zo kroget ennañ, zo tremenet dre e spered.
HS. froudenn, loariadenn, sorbienn, sorc'henn.
2. Soñj trumm a zeu er spered.
Ur stultenn a dreuzas e spered. Dont ur stultenn e spered, e penn ub. Ur stultenn a zeuas d'ar red en e spered.
3. Dre zismeg (en e furm lies prl.)
Soñjoù, prederiadennoù diskiant ha didalvoud. Magañ e spered gant stultennoù. Stultennoù droch.
HS. sorc'henn.