Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. An hini eus an eizh roud-avel zo rag-enep d'an norzh ; unan eus an daou bennahel. An avel zo deuet d'e su : c'hwezhañ a ra bremañ eus ar su. Er su da Roazhon emañ Naoned. 2. (dirak ur spizer) Su-kard-mervent, su-mervent : roudoù-avel lec'hiet etre ar su hag ar mervent. & Su-kard-gevred, su-gevred : roudoù-avel lec'hiet etre ar su hag ar gevred. B. (gant ur bennlizherenn-dal) 1. Ar broioù zo lec'hiet -en o fezh pe al lodenn vrasañ anezho- dindan ar c'heheder. Ar Su hag an Norzh. & Dre ast. Ar broioù war ziorren, enebet ouzh ar broioù pinvidik, an Norzh. An darempredoù etre an Norzh hag ar Su. Ar c'hendiviz etre an Norzh hag ar Su. 2. Rann eus ur c'hevandir, ur vro, ur rannvro, h.a. zo lec'hiet er su. Su Amerika. Su Afrika. Su Korea. II. Impl. da stn. 1. Lec'hiet er su. 2. (db. an avel) O tont eus ar su. An avel su. DHS. biz, gevred, gwalarn, kornôg, mervent, norzh, reter. HS. kreisteiz.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

su-gevred

1732
Daveenn : GReg pg boussole (su-suest)

sul-west

1732
Daveenn : GReg pg boussole (sur-oüest)

ar pevar kentañ avel : reter, kornôg, su, ha nord

1732
Daveenn : GReg pg cardinal (les 4 vents Cardinaux)

su

1732
Daveenn : GReg pg boussole (sud)

Peñse en devoa graet, en un tu bennak, war aodoù mor ar Su. Gwir ? gaou ? Den ne ouie.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Mar chom an avel en e Su, e tapfomp Perroz, met mar teu d’e west, hañ ! hañ ! mar teu d’e west !… Fall an amzer… Met chom amañ ?…

1925
Daveenn : BILZ2

Ha dre ar bourk e oa bet ar gaoz e tleent dimeziñ en distro ar paotr eus e veaj mor ar Su.

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

Al lestr moroniezh gall Président Théodore Tissier da skouer, anezhañ unan eus ar gwellañ aozet, en deus graet meur a rummad sontadoù er Meurvor Atlantel hag er morioù o vevenniñ Europa, hag ivez al lestr alaman Meteor en Atlanteg ar Su.

1943
Daveenn : TNKN p12

Ha dre ma lakomp penn er Su, an amzer, e-lec'h mont war dommaat evel ma vijed o c'hortoz, a ya er c'hontrol war freskaat : distanoc'h e oa e Casa eget e Bourdel ; ha freskoc'h e-tal Inizi Canarias eget e-tal ar Marok.

1985
Daveenn : DGBD p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial