Dezverkoù all

Stankter implij : 

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

sujet

1499
Daveenn : LVBCA p189

sujet eo d'ar plijadurioù brutal

1732
Daveenn : GReg pg adonner

sujet da wall

1732
Daveenn : GReg pg calamiteux

Ar stad eus a gement tra a zo dindan an neñv, eo bezañ sujet da cheñch, da wastañ ha da vont da goll.

1732
Daveenn : GReg pg (la) condition (des choses créées, est d'être sujetes au changement, à la corruption)

a zo sujet d'an deog

1732
Daveenn : GReg pg decimable

bezañ sujet da

1732
Daveenn : GReg pg adonner

sujet da faziañ, da vankout

1732
Daveenn : GReg pg fautif (sujet à faire des fautes)

bezañ suget da reviñ

1732
Daveenn : GReg pg gelée (Etre sujet à la gelée.)

sujet-bras eo d'an derzhienn.

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Il est ou elle est fort sujet à la fièvre, habitué d'avoir la fievre.)

BARNEDIGEZH rentet dre an Tribunal revolusioner Etabliset e Brest hevel ouc’h hini Pariz, dre pehini a disklêriet Yann-Vari Branelleg, belleg rebell, bezañ bet sujet d’an deportasion (kaset ha dalc’het en ul lec’h merket) ; dre goñsekañs a ordren e vezo livriet diouc’htu d’an egzekuter eus ar barnedigezhoù kriminal evit bezañ lakaet d’ar marv e-barzh ar 24 eur[.]

1878
Daveenn : EKG.II p.235

Hag, emezo, holl soudarded / An Nasion ' vo distrujet, / Ar vuntrerien, an drubarded, / Kement hini dezhi sujet.

1960
Daveenn : PETO p59

Rankout a ra an efedusted bezañ sujet ha bevennet-strizh gant ar reolennoù-bezañ dibleg-se pa n'eus nemete a zegasfe reizhted o stourm war-wel.

2015
Daveenn : DISENT p22

Notennoù studi

Tennet eo ar skouer a grog gant "BARNEDIGUEZ rentet dre an Tribunal revolutionner" eus un destenn a vez roet e EKG.II evel skrivet fall : "He rei a ran d’eoc’h ger evit ger, gant he brezounek fall, evit diskouez em beuz c’hoant da gounta ar virionez" (p.235).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial