Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. C'hwitell. En ur sut arc'hant en deus c'hwezhet. & Trl. skeud., PEMDEZ Ober sutoù gant eskern ub. : e lazhañ. An neb a oa enebour dezhañ a veze graet sutoù gant e eskern. 2. Pleg e genoù ur brok a dalvez da skuilhañ al liñvenn zo ennañ. 3. Dre heveleb., PEMDEZ (db. ar vugale dh.) Kalc'h. & Trl. C'hoari sutig : kaout darempredoù rev. HS. filip. 4. RANNYEZH. Loen mor, eus ar genad Annelida. & Sut-dour : loen mor e anv spesad Ascidia mentula. 5. RANNYEZH., PEMDEZ Mamm-gozh-sutig : mamm ar vamm-ioù. & Trl. Kas da welet e vamm-gozh-sutig : kas diwar-dro. II. H.g. 1. Obererezh c'hwibanat, c'hwitellat. An tren bihan a oa skiltrusoc'h e sut. O c'hortoz tint ar c'hloc'h pe sut ar c'hwitell. & Taol sut : c'hwibanadenn, c'hwitelladenn. Un taol sut ha, souden, dav d'ar jabadao ! & Trl. kv. Drant evel ur sut binioù : drant-kenañ. 2. Tr. adv. (db. an tonioù) War sut : zo c'hwibanet, c'hwitellet. III. estl. Ger a dalvez da zrevezañ ur benveg, ub. hag a sut. Gortoz kentoc'h ma rin dit diskanañ « Sut ! Sut ! Sut ! ».

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial