Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Kement zo war un dachenn. Un dachennad winizh. Treuziñ un dachennad tud. Al lenn zo anezhi ur pezh tachennad dour.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Hemañ o c’haeas e tachennadoù en doa klozet gant girzhier graet a gefioù-gwez en o fezh sanket en douar.

1923
Daveenn : SKET p.55

Hep gouzout d’ar c’hedourien lakaet bemnoz gant Kintus, ar penngadour, en-dro da dachennad al logelloù, en em siljont betek an ti-soul ma veve ennañ an teir c’hoar.

1923
Daveenn : SKET p.102

Ur marzh ec’honder an dachennad gourizet ganto !

1923
Daveenn : SKET p.15

War un dachennad ec'hon ouzh glann stêr Trigisamos en em astenne ar c'hloz anezho.

1923
Daveenn : SKET p.21

Hinoniñ a rae an amzer, glas ez oa ar mor, hag ez oa el lec’h m’en em gave un dachennad traezh gwenn marellet a gregin hag a c’hoularzennoù digaset gant an tonnoù-mor.

1923
Daveenn : SKET p.33

Un divent a dachennad gwezus, frouezhus, trevadus.

1924
Daveenn : SKET.II p.61

"tachennad" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.142 « Geriadurig », "étendue (de)".

An anv-se : Gourvazenn an Douar-Bras - Plate-forme continentale e galleg, Kontinental Schelff en alamaneg, Continental Shelf e saozneg -, a reer eus an tachennadoù, kompez a-walc'h, a gaver etre an aod ha 200 m. donder, betek Torrod-meur an Douar-Bras - galleg : Talus continental ; alamaneg : Kontinental Abfall ; saozneg : Continental Slope - hag a ziskenn a-ziribin betek 1.000, 2.000 m. hag ouzhpenn.

1943
Daveenn : TNKN p11

Hor c'has a reer goude dre balez ar Sultan, ha goude treuzet al liorzhoù dispar, setu ma hol lakaer da ober tro kêr adarre ; e-touez an tiez bras uhel ha gwenn e c'heller c'hoazh gwelout tachennadoù goullo o reiñ da anaout ne deo ket c'hoazh echu al labour sevel.

1985
Daveenn : DGBD p13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial