Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. ar boued, an diedoù) Kollet e vlaz gantañ. Sistr, gwin avelet. & (impl. da ak.) An tamm kig-mañ zo blaz an avelet warnañ. 2. (db. al lec'hioù) Avelek. Un ti avelet. HS. aeret. 3. (db. an dud) Skañvbenn. & Trl. estl. Penn avelet ! 4. (db. ar gwazhied) Bloñset. Ar wazhienn-se zo avelet.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

gwin avelet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vin (euanté)

avel he deus kemeret ar min, avelet eo ar min

1732
Daveenn : GReg pg (la mine est) éventée (le secret est découvert)

ti avelet-mat

1732
Daveenn : GReg pg aérer

penn avelet

1732
Daveenn : GReg pg éventé (évaporé)

ti avelet-kaer

1732
Daveenn : GReg pg (maison) exposé (aux quatre vents)

Eilgeriañ anezhi a rejont, pep hini en e yezh, eus raosklegoù ar stêr, eus poulloù ha lennoù ar c’hlann, da gevioù ar menez ha da wezegoù avelet ar c’hribennoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.52

avelet

1927
Daveenn : GERI.Ern pg avel

Hiniennoù, arc'hant bras dezho, a c'halle tostaat ouzh ar c'hanerezed (Alcazar, la Source), met ar jiboez-se a oa avelet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.147

Avelet mat eo ar beg-douar, un hentig koant a zo oc'h heuliañ an aod, disheoliet gant gwez mangez ha, war an adreñv ez eus torgennoù koadek o pignat betek ur c'hant metr uhelder bennak.

1985
Daveenn : DGBD p90

Ur gwir nozvezh a viz Meurzh e oa, avelet ha yen.

2012
Daveenn : DJHMH p.61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial