1. (db. al loened, an dud)
Taget gant an tagn.
2. (db. al loened, an dud)
Tagus (2) ouzh an dud prl. dre natur pe dre imor fall.
Ar vaouez-mañ zo tagnous ken ez eo. Ur c'hi bihan, hogen tagnous.
HS. kintus.
3. (db. an dud)
Tost d'e arc'hant, d'e vadoù.
HS. pizh.
Daveenn :
GON.II
pg tiñuz ou tiñouz (teigneux, celui qui a la teigne. quelques-uns prononcent "tañouz").
tagnous
tiñouz
1850
Daveenn :
GON.II
pg tiñouz voyez ("tiñuz"), pg tiñuz ou tiñouz (teigneux, celui qui a la teigne).
tagnous
tiñuz
1850
Daveenn :
GON.II
pg tiñouz voyez ("tiñuz"), pg tiñuz ou tiñouz (teigneux, celui qui a la teigne).
tagnous
1931
Daveenn :
VALL
pg avare
Lakait war se ar vouezh putañ, trenkañ, a zo tu da glevout ; ur gomz tagnous, rok, evel ur chilpadenn ; setu eno poltred ar barzh brudet, a zalc’he d’an ampoent banniel ar Werz vrezhonek, an uhelañ.
Lakait war se ar vouez puta, trenka, a zo tu da glevout ; eur gomz tagnous, rok, evel eur chilpadenn ; setu eno poltred ar barz brudet, a zalc’he d’an ampoent banniel ar Werz vrezonek, an uhela.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.97
— « A ! feiz ! » a lavaras ar merc’hed gant ur figur tagnous, « ma emañ evel-se ar jeu, mat pell ’zo ! »
1944
Daveenn :
ATST
p.39
Ho sakramanchoù zo fall-put, / Eme d'an dud, tagnous e vouezh, / E-ser ac'hanoc'h kas gwallvrud, / Ho kure kozh, an hailhon gouez.
Ho sakramanchou ' zo fall-put, / Eme d'an dud, tagnous e vouez, / E-ser ac'hanoc'h kas gwall-vrud, / Ho kure koz, an hailhon gouez.