I.
KORF.
1. (db. ar c'hezeg pe loened o tennañ dezho)
Lodenn ar c'horf, etre ar c'hreiz hag al lost.
Ur marc'h ledan e dalier.
[1923] Gant Rânakos, ar marc’h kalloc’h e dalier ledan, e voe heñchet ar bagad-se a-dreuz da c’houelec’hioù koadek an Europ war-du ar c’huzh-heol betek an Albis.
[1924] Hag ar marc’heg a skoas gant e wialenn un taolig war dalier ar gazeg.
&
Trl.
Mont, sevel war an talier : pignat a-dreñv ub. war ur jav.
2. PEMDEZ, dre fent (impl. hep gm. ; db. an dud, ar maouezed dh.)
Revr ledan.
Homañ he deus talier.
II.
ADEILAD.
Talbenn pennañ ur savadur meur.
Daveenn :
GReg
pg crouppe (crouppe de cheval, &c.), frontispice (face de bâtiment &c, p.)
talier
talyer
1732
Daveenn :
GReg
pg crouppe (crouppe de cheval, &c.), frontispice (face de bâtiment &c)
talier
1850
Daveenn :
GON.II
pg talbenn, talier, krouzel
talieroù
talierou
1850
Daveenn :
GON.II
pg talier
Gant Rânakos, ar marc’h kalloc’h e dalier ledan, e voe heñchet ar bagad-se a-dreuz da c’houelec’hioù koadek an Europ war-du ar c’huzh-heol betek an Albis.
Gant Rânakos, ar marc’h kalloc’h e dailher ledan (3), e voe henchet ar bagad-ze a-dreuz da c’houelec’hiou koadek an Europ war-du ar c’huz-heol beteg an Albis.
1923
Daveenn :
SKET
p.118
— Un tammig d’an drot, Bidoullig ! Hag ar marc’heg a skoas gant e wialenn un taolig war dalier ar gazeg.
— Eun tammig d’an drot, Bidoullig ! Hag ar marc’heg a skoas gant e wialenn eun tôlig war dalier ar gazeg.
Graet ganin anaoudegezh gant an Itron ar Bodeur, an ostizez, koef mod Treger ganti, war ur pezh penn tev, ur vruchedenn hag un talier dezhi ho pije gallet ober un azezenn warno ec'h antreis er sal da-heul ma bleiner.
Graet ganin anaoudegez gant an Itron ar Bodeur, an ostizez, koef mod Treger ganti, war eur pez penn teo, eur vruchedenn hag eun tailher d'ezi ho pije gallet ober eun azezenn warno, ec'h antreis er sal da heul ma blenier.