V.k.e.
Stekiñ ouzh (udb.) gant an dorn pe an daouarn a-benn dizoleiñ, santout pe anavezout.
Talmetaet em eus ma izili. Direudiñ a reas e izili en ur dalmeta e gorf.
HS. palvata, tastornat, teutañ.
Nemet, kent dezhi kimiadiñ da viken ha steuziañ ouzh o selloù e-kreiz an noz, e-keit ha ma klaskent, en o sav o-daou dirak o zi, he gwelout an hirañ ma c’hellent, he gweljont o chom a-sav, o talmeta gant he daouarn he gouriz nevez hag ar gourgleze stag outañ ; hag e lavaras : [...].
Nemet, kent d’ezi kimiadi da viken ha steuzia ouz o sellou e-kreiz an noz, e-keit ha ma klaskent, en o sav o daou dirag o zi, he gwelout an hira ma c’hellent, he gweljont o chom a-zav, o talmeta gand he daouarn he gouriz nevez hag ar gourgleze stag outan ; hag e lavaras : [...].
1923
Daveenn :
SKET
p.106
talmeta
1923
Daveenn :
SKET
p.192, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Tâter".