V.k.e.
1. Deskrivañ, lakaat war ziskouez (ub., udb.) dre skrid pe dre gomz.
Taolennet en deus ar skrivagner-se buhez an dud vunut. Porzh ha tolead Brest zo bet taolennet gant an oberour er varzhoneg-se.
DHS. danevelliñ, dibunañ.
2. Lakaat war wel e stumm un daolenn, ur skeudenn, un izelvos, h.a.
Ur vos er chantele a daolenne an neñv.
HS. livañ, skeudenniñ.
Hag an den yaouank neuze ha stagañ da daolenniñ d’e dad-mager ar pennañ pobloù en doa gwelet.
Hag an den yaouank neuze ha staga da daolenni d’e dad-mager ar penna poblou en doa gwelet.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.63
Talvoudus eo, evelato, diverrañ ar pezh a sonj ar ouizieion diwar-benn an traoniennoù-se, o rummata, o zaolennañ, displegañ ar goulakadurioù pouezusañ savet evit o displegañ.
1943
Daveenn :
TNKN
p13
An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, un den uvel, a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da resev ar pezh na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet.
An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, eun den vuel [sic], a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da reseo ar pez na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet.