Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Tr. adv. EN UN TAOL-KONT : trumm, en un doare prim ha dic'hortoz. En un taol-kont e kouezh warno ur barrad tan. [1878] Me ’gred, va mouezh-me a lakeas ar vouezh all da devel ; da vihanañ, reiñ a reas peoc’h en un taol-kont. HS. a-daol-darzh, a-daol-krenn, a-greiz-holl.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

en un taol-kont

1732
Daveenn : GReg pg emblée (d'emblée, d'abord, & comme d'assaut), gallicane (De Gallico, à l'impourvû, sur le champ.)

an tan a zeuas da gregiñ en un taol-kont

1732
Daveenn : GReg pg (le feu s') enflama (tout à coup)

En un taol-kont, etre unnek eur hag hanternoz, e kleved, e-kreiz ar mor, ur c’hloc’h o seniñ ; dont a rae eus a gostez enezen Vriad, kêr Pempol pe Landreger, hag e son a yae a-hed an aod.

1877
Daveenn : EKG.I. p.94

Me ’gred, va mouezh-me a lakeas ar vouezh all da devel ; da vihanañ, reiñ a reas peoc’h en un taol-kont.

1878
Daveenn : EKG.II p.48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial