Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

Tapet eo bet gant ar serjanted.

1732
Daveenn : GReg pg happer (Les Sergens l'ont happé.)

Ha, p’o devoe ar merc’hed-se kollet, a unan gant o yaouankiz, o nerzh, o c’hened, o holl zudi, e voent argaset gant o mistri er-maez eus e di, pell diouzh e glozioù ; kozh, digerent, diskoazell, dilezet gant an holl, ez ejont da vervel er c’hoadoù gant an naon pe taget gant ar bleizi.

1923
Daveenn : SKET p.90

— Divin dit — homañ a zo diaesoc’h, eme ur plac’h kozh azezet war ar fornigell : "Brazez ar vamm Brazez ar verc’h diwar he mamm ?" Tapet berr ar vugale, hag ivez ar re vras.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.946-947 (Mae 1924)

Ha ma vez tapet ?… ec’h i da galeoù. Ha ni ?… Diwall !… an aotrou kont, te ’oar, Bleiz ar Jaou, a zo gwallgri e galon…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

— Deomp da dañva ar per ! — Ya, ha ma vefemp tapet o laerezh ? eme Bilzig. — Tapet ? diod ’zo ac’hanout !… Gant piv ?… N’eus den en ti, deomp !… Aon ac’h eus-te, marteze ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

— Broged, itron, fresk-bev, tapet dec’h goude kreisteiz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

Abred e teu an noz, ha c’hoant n’o devoa ket da vezañ tapet er-maez ar gêr gant an deñvalijenn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.128

« Ha ! ha ! bremaik e vo c’hoarzhadeg, » eme ar marichal, « bremaik e vo tapet Satanaz war e neizh. »

1944
Daveenn : ATST p.115

– « Tapet omp », a soñjas Aogust ha me.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Kement hini a veze tapet o komz brezhoneg a veze kastizet.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Tapet e voe nec'het eno ar vrezhonegerien, zoken an aotrou Vallée.

1944
Daveenn : EURW.1 p69

Evit ar sizhunvezhioù kentañ-se e voe roet harp dimp gant ar maer hag a ouestlas reiñ deomp un nebeud eus a[sic] re a veze tapet o straniñ dre gêr.

1985
Daveenn : DGBD p45

Nag evit-se e oa tapet ganto ober kement-se hep terriñ unvanded ar savadur.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Aon da vezañ gwasket (ha gwelet e vo penaos e sikour an difeulster da dremen dreist an dra-se), aon da goll an nebeud a dra a zo dimp, ha pa vefe al lodennig a levenez pe a sioulder hon eus tapet mirout evidomp...

2015
Daveenn : DISENT p13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial