Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Golvaneg, e anv spesad Carduelis spinus, a vev annezet e koadeier avalpineged ha koadeier kemmesk Eurazia, dezhañ pluñv melen ha roudennoù melen war e zivaskell du. II. Dre skeud. A. (db. an dud) 1. Den zo diaes dont a-benn anezhañ, zo diaes ober dezhañ sentiñ. Te zo un den diaes a spered ; un tarin a baotr out ! 2. Den bas ha kreñv-mat. Ar re-se zo tarined. Hennezh zo un tarin. & (dirak an ar. a heuliet gant un ak.) Hennezh zo un tarin a baotr. An tarin-se a Stefan. 3. Den a-stumm a verzer dreist d'ar re all. [1954] Ho mab-bihan, Soaz Sapeur, emezañ en ur zistouvañ ur voutailhad win, a vo un tarin disul o vont d’an oferenn-bred gant e voutonoù cherompi. 4. Trl. Bezañ un tarin da ober udb. : gouzout mat-tre e ober. Ar merc'hed-se a oa tarinezed da farsal. HS. mailh, pabor. B. (db. al loened, an traoù) Pezh loen, pezh hini. Erru eo un tarin al loen bihan. Hemañ zo un tarin a gog ! Ar c'harr-se a oa un tarin... Un 305 pe ouzhpenn. HS. tarinenn.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

« Ho mab bihan [mab-bihan], Soaz Sapeur, emezañ en ur zistouvañ ur voutailhad win, a vo un tarin disul o vont d’an oferenn-bred gant e voutonoù cherompi ».

1954
Daveenn : VAZA p.29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial