Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. C'hoant da gaout ar pezh zo e kerz unan all. Diwallit n'ho pefe ket re a avi ouzh ar madoù bras. Bezañ klañv gant avi. 2. Doug da vagañ kasoni e-keñver ub. abalamour d'e stad pe d'e beadra. Avi en doa outo abalamour ma kave dezhañ e oa re ebat o doare. HS. gwarizi.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

avi

1499
Daveenn : LVBCA p30 (enuie)

kaout avi ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enuier

avi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enuie

avi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enuie, avi

M. Pet pechet marvel zo ? D. Seizh : ourgouilh, avaris, luksur, avi, gourmandiz, buanegezh ha diegi

1677
Daveenn : Do. p37

kaout avi oud [ouzh] ur re

1732
Daveenn : GReg pg (porter) envie (à quelqu'un)

avi

1732
Daveenn : GReg pg envie (tristesse de la prosperité d'autruy, déplaisir de ses bonnes qualitez)

dougen avi da ur re

1732
Daveenn : GReg pg (porter) envie (à quelqu'un)

An avi a zigas ar gasoni.

1732
Daveenn : GReg pg haine (La haine est une fille de l'envie.)

Koulskoude. Herri a oa ker pizh ! pa eve ur banne odivi, e veze atav dre ezhomm, ha, morse, dre avi.

1944
Daveenn : ATST p.58

Job. — « Un teñzor da zegas avi d’ar roue. »

1944
Daveenn : ATST p.47

Avi a savas er breur Arturo a fiziañs disaouzan e geneil.

1949
Daveenn : SIZH P.56

Ouzhout, kure, am eus avi, / Me, an trubard, ar renavi, / Pa zeu lec'hid da zilaviñ, / Lec'hid lor ha brein ma fec'hed / 'Barzh ma c'halon skuizh ha rec'het / Hag em ene lous ha nec'het.

1960
Daveenn : PETO p40

Biskoazh ne'm eus bet avi ouzoc'h. Na da vare ar Gouzalc'herezh, na goude da vare ar brezel, na goude da vare ar brezel diabarzh pe ar juntenn, atav em eus tremenet ac'hanoc'h da baourkaezh likizion ha da faskourion vihan.

2015
Daveenn : EHPEA p359

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial