Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud) Tr. adv. A-DASTORN, DRE DASTORN, WAR DASTORN. En ur stekiñ gant an daouarn ouzh an traoù zo en-dro d'an-unan. Mont a-dastorn e-kreiz an deñvalijenn. Klask udb. a-dastorn. [1955] Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar re nevez a gemeras skouer hag en ur frotañ o daoulagad pikouzet e klaskjont dre dastorn pep hini e zilhad.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.

1955
Daveenn : VBRU p.21

Ofis publik ar brezhoneg