techet
techet da
Dinaou ur stêr a zo techet da vont war zigreskiñ reizh eus an eienenn betek ar genoù.
Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.
Fañch ‘vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn [sic "ur c'hog-raden"], a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi.
Hag e gwirionez ez eo a bell 'zo techet ar Vretoned da vezañ taer war ar c'hafe
N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !
Evit un abeg heñvel e vez lesanvet alies ar Fang pe bPahouined mazoune dre ma 'z int techet da gregiñ o frezeg gant ar poz-se.
Seul vuioc'h e prederien, seul dechetoc'h e oan da soñjal e oa anv a follentez.
Kenkizet e vo ho traoù diganeoc'h ha goulennet ganeoc'h lazhañ ho pellgomzer -gallout a ra bezañ kenkizet ivez kuit na vefec'h techet d'ober gantañ dre guzh-.
Ober a reont ivez war-dro surentez an darvoud : n'eo ket ken techet ar boliserien da vezañ feuls pa welont kameraioù pe binvioù-foto tro-dro dezhe.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tec'hidigezh