Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[2015, 2023] Pezh dilhad skañv da wiskan ar c'horf-bras, outañ milginoù berr prl., danvez koton prl., dezhañ stumm al lizherenn T pa vez dibleget. Gwiskañ, diwiskañ e dicheurt. [2015] Soñjal e-barzh ticheurtoù skrivet warne ul lugan hag a vez gwelet eus a-bell. [2023] Pa veze en he gwele ne zouge Kathrine netra war-bouez un ticheurt kozh DHS. krez

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

"Elfennoù nevez a zo a-zivout muntr ar surjian Korasidis?" a c'houlenn ouzhin un den yaouank, un T-shirt hag ur jean dindanañ.

2015
Daveenn : EHPEA p71

A bep seurt binvioù a c'hall talvoudus neuze, diouzh an degouezh : gitonoù, traktoù, prezegennoù dibunet gant uhelgomzerioù, treuzwiskamañtoù deus ar c'hentañ-tout, t-shirtoù gant ar memes liv hag ar memes frazenn skrivet warne evit reiñ ur skeudenn unvan eus deus ar strollad.

2015
Daveenn : DISENT p132

Soñjal e-barzh t-shirtoù skrivet warne ul lugan hag a vez gwelet deus a-bell.

2015
Daveenn : DISENT p81

Pa veze en he gwele ne zouge Kathrine netra war-bouez un T-shirt kozh. Tennañ a reas anezhañ eus ar valizenn. Unan strizh aet teuc'h-tout e oa, gant ur merk bier dislivet warnañ.

2023
Daveenn : DREAM p. 92

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial