Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.k.e. 1. (db. ar meuzioù) Aozañ. Din-me ne vez ket terket kerkoulz tinell. Poent eo terkañ lein. HS. alejiñ, fardañ, fichañ. 2. Dre skeud. Reiñ ur roustad. Ni hor boa terket soudarded ar roue. II. V.k.e. NEVEZ (db. an traoù, al lec'hioù) Kempenn e-sell d'un implij resis. Terkañ leurennoù arsaviñ evit ar c'hirri. Terkañ red ur stêr evit ma vefe bageadus. III. V.g. Bageerezh Stardañ driñsoù ur ouel war-bouez ur varrenn goad. Terkañ startoc'h. IV. V. kenem. EN EM DERKAÑ : en em dourtañ. Div c'havr oc'h en em derkañ.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

terkiñ

1850
Daveenn : GON.II pg terki

terket

1850
Daveenn : GON.II pg terki

An hoc'h diabafet / A sav krenn en e sav, / A lamm d'ar chaseer, 'pad m'edo o vizañ / Ur glujarig yaouank plafet war ur pengenn, / Ha, goude en teurkañ, a varv en e gichen.

1867
Daveenn : MGK p98

« Arabat, 'velato, bezañ ganto foran ; / Rak din-me ha d'am seurt ne vez da lein, da goan / Terket bemdez kerkoulz tinell. »

1867
Daveenn : MGK p98

terkiñ

1931
Daveenn : VALL pg accomoder, apprêter (un mets)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial