Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Dezrevell a ra un test eus ar pezh en deus gwelet, klevet, merzet. An dra-se a reas, hervez testeni ur maread a dud. & Ent strizh Dezrevell a c'houlenner digant un test ober. Un enklask diaes hep testoù na testenioù. DHS. falstesteni. & (impl. hep gm.) Obererezh danevellañ pezh a vez bet gwelet, klevet, merzet. Reiñ, rentañ testeni eus udb. Reiñ testeni faos. 2. Pezh a reer da ziskouez e santadoù, e gredenn. Kalz a destenioù a garantez a roas din. Ober a reont un testeni eus o feiz. & Trl. Ober udb. evel testeni, e testeni eus (ur santad, ur soñj bnk.) : evit diskouez ar soñj, ar santad-se, delc'her soñj anezhañ. Dalc'h an dra-se e testeni eus hor c'harantez. Evel m'emañ e tiskouezer al levr-se evel testeni eus kalon vat e berc'henn. 3. (db. an traoù) Pezh a zegas da soñj, zo heverk eus udb. Ilizoù hor bro zo testenioù hep par eus pinvidigezh Breizh d'ar c'houlz-se. Ar ger "moger" en anvioù-lec'h zo testeni alies ez eus bet staliadurioù roman el lec'hioù-se. & Trl. Delc'her testeni eus udb. (tremenet) : delc'her peadra da gaout koun anezhañ. Delc'her testeni eus an amzer dremenet. II. (dirak un ak. prl.) Skrid a dalvez da reiñ udb. da wir. Testeni-ganedigezh, testeni-badeziant, testeni-eured. & Testeni-studi : testeni a dalvez da brouiñ eo bet an den-mañ-den war ar studi, en deus bet un diplom. & Skrid-testeni.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

testeni

1499
Daveenn : LVBCA p193 (tesemoingnaige)

testeni

1499
Daveenn : LVBCA p193 (temoingnage)

Grit din [Mari] plaen dougen testeni / A'n poanioù, allas, ha'n c'hastiz / En devoe Doue, hon gwir Roue-ni, / Hag a'n glac'har e Kalvari.

1622
Daveenn : Do. p63

dougen testeni

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tesmoigner

testeni

1659
Daveenn : LDJM.1 pg marque, tesmoignage

testeni dre skrid

1732
Daveenn : GReg pg attestation (témoignage par écrit d'une vérité)

testeni e skrid

1732
Daveenn : GReg pg attestation

testenioù e skrid

1732
Daveenn : GReg pg attestation

testeni dre skrid

1732
Daveenn : GReg pg attestation

testeni skrivet

1732
Daveenn : GReg pg attestation

rentañ testeni

1732
Daveenn : GReg pg attester (rendre témoignage de la vérité d'un fait)

testeni dre skrid digant pennoù-kêr

1732
Daveenn : GReg pg bulletin (attestation des Magistrats)

testeni dre skrid digant ar pennoù eus a gêr

1732
Daveenn : GReg pg bulletin (attestation des Magistrats)

testeni dre skrid

1732
Daveenn : GReg pg certificat

rentañ testeni dre gomz, pe dre skrid

1732
Daveenn : GReg pg certifier

rentet testeni dre gomz, pe dre skrid

1732
Daveenn : GReg pg certifier

testeni a garantez e-keñver un den aflijet

1732
Daveenn : GReg pg condoléance

testeni

1732
Daveenn : GReg pg declaration, gage (Gage, marque, témoignage.)

testenioù

1732
Daveenn : GReg pg declaration, gage (Gage, marque, témoignage, p.)

testeni aznat

1732
Daveenn : GReg pg demonstration

testeni e justis

1732
Daveenn : GReg pg deposition

e testeni a garantez

1732
Daveenn : GReg pg gage (En gage d'amitié.)

testenioù dre skrid

1732
Daveenn : GReg pg attestation

Hogen ur c'hiz kozh [a] oa en Israel e-touez ar gerent, penaos ma tileze unan bennak e wir da un all, evit ma vije start an dilez e tenne an den e votez evit he reiñ d'e gar : hounnezh e oa an [t]esteni eus an dilez en Israel.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.106, Buez Ruth.

testeni

1850
Daveenn : GON.II pg testani, testénabez

testenioù

1850
Daveenn : GON.II pg testéni

ur fals-testeni en deus douget

1850
Daveenn : GON.II pg testéni

testeni

1850
Daveenn : GON.II.HV pg testénidigez

testeni

1850
Daveenn : GON.II pg testani, testéni

Evit testeni a gement-se eo bet sinet ar varnedigezh-mañ gant ar sturier hag ar grefier : Sinet : Ragmey, sturier. Quemar, grefier.

1878
Daveenn : EKG.II p.210

— Evurus, maleürus, eme Izabel dre he daeroù, unanet omp bet gant Doue, unanet e vevfomp hag e varvfomp !… Ha daeroù ar vugale, mesket gant daeroù ar vamm, a siellas an testeni.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

testeni

1931
Daveenn : VALL pg attestation, brevet (décerné après examen)

Ha setu perak ar baotred a gemeras hent ar maez, ha, goude, hent ar gêr, kerkent ha m’o doa resevet, evit o brasañ damant hag o brasañ displijadur, un testeni start eus buhez bev-buhezek an hini na oa ket beuzet.

1944
Daveenn : ATST p.131

- Ne garfen ket teurel ar maen kentañ outo. Du-mañ, hervez testeni va daoulagad, - nemet aet omp kuit d'hon unnek vloaz ! - n'am [sic] eus gwelet nemet skouerioù mat, ha merc'hed eus an dereatañ, ha fidel d'o relijion.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Ma-un', munudik dirak an engroez, e oan chomet, em sav e toull ar jabarleg, da stardañ an dorn, peogwir e oa dleet ober evel-se, ma-unan, d'ar re a oa deut da reiñ testeni o c'hengañv?

1979
Daveenn : GLVD p.35

Ha setu perak n'em eus testeni ebet o tiskleriañ e ven bet "badezet" war al linenn d'ar 25 a viz even 1937.

1985
Daveenn : DGBD p23

Ouzh ar voger all eo bet ispilhet an testenioù hag ar merkoù a enor bet gant Korasidis.

2015
Daveenn : EHPEA p78

Posupl eo neuze goulenn gante sinañ un testeni a zifeulster evit bezañ sur e chomfont e-barzh ar framm dibabet gant ar re o deus savet an obererezh.

2015
Daveenn : DISENT p112

Abaoe bloavezhioù ez eus lorc'h ennomp-ni, da vamm ha me, gant an testenioù ac'h eus bet an eil war-lerc'h egile.

2015
Daveenn : EHPEA p65

Notennoù studi

Ger benel e Geriadur ar Gonideg.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial