Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Termen a reer gantañ da zrevezañ un trouz ingal. & Ober tik-tak : ober un trouz ar seurt-se end-eeun. Ar gwiader en e stern oc'h ober tik-tak. & Ent strizh Termen a reer gantañ da zrevezañ trouz ingal ar momeder. Edo an horolaj en e armel gant ur mell momeder oc'h ober tik-tak. 2. (impl. da ak.) TIK-TAK : trouz ingal a vez roet da glevet gant udb. zo o strakal pe o skeiñ. Klevet a rae tik-tak ar vilin ha grozmol an dour. HS. tak.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

An horolaj a rae tik-tak tik-tak, ingal, ingal. An ti a oa deuet da vezañ adarre ker reizh hag hini ar gristenion all.

1944
Daveenn : ATST p.54

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial