I.
V.k.e.
1. Kemenn d'ub. udb. zo da zont, reiñ tu d'ub. da c'houzout emañ an dra-mañ-tra da zont, da c'hoarvezout.
Ditouriñ ar baradoz war ar maez hag er c'hêrioù. Ditouriñ a ra an durzhunell an amzer vrav.
DHS. embann.
2. (db. an dud)
Reiñ stlenn, ditouroù d'ub. db. ub. all.
Piv en deus ditouret ar mevel-se dit ? Ditouret on bet d'an aotrou gant ur mignon din.
3. Dastum ditouroù db. ub., udb., klask gouzout hiroc'h diwar e benn.
Meur a hini zo bet kaset war an dachenn da ditouriñ an enebourien : evit gouzout hiroc'h war an enebourien. Ditouriñ un afer : klask, dastum ditouroù db. an afer-se.
4. Reiñ udb. da c'houzout da ub. en ur reiñ ditouroù.
Poan a-walc'h en devoe o kavout ar c'hav a oa ditouret dezhañ. D'ar Sul goude bezañ lipet meur a vanne e veze ditouret an taolioù da ober. Ditouret e voe d'an aotrou da belec'h e oa aet e gole.
DHS. kemenn.
II.
V.g.
Ober goulennoù ouzh ub. evit kaout titouroù db. ub., udb., evit gouzout hiroc'h diwar e benn.
Bet eo an archerien o titouriñ amañ. Kaer e oa ditouriñ ne gleved ditour ebet dezhi.