1. Broud a ra d'an arzourien bezañ gouest da grouiñ.
Sentiñ ouzh an awen. Ur barr awen.
2. Dre ast.
Perzh heverk er broud-se a gaver en oberennoù arz.
Ar gwerzioù n'eus ket awen enno ne dalvezont netra.
3. Barzh. (gant ur bennlizherenn-dal)
Personeladur an awen.
Awen, Awen ! Distro, hepdout on bouzar ha dall.
Neb a eve eus dour an eienenn, ar ouiziegezh hag an awen a zeue dezhañ.
Neb a eve eus dour an eienenn, ar ouiziegez hag an awen a zeue d’ezan (3).
1923
Daveenn :
SKET
p.124
"awen" gg.
1923
Daveenn :
SKET
p.157, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Inspiration (bardique) [...] (gerio[ù] kembraek)".
awen
aouen
1931
Daveenn :
VALL
pg art (créateur)
Mes ur penn « avelet » hag ur galon « entanet » ; setu aze gant peseurt daou si e vez graet barzhed yaouank. Gant an amzer hag an oad, e teu dezho parfetaat ; mes n’eo ket mui an hevelep Awen.
Mes eur penn « avelet » hag eur galon « entanet » ; setu aze gant peseurt daou si e vez graet barzed yaouank. Gant an amzer hag an oad, e teu d’ezo parfetaat ; mes n’eo ket mui an hevelep Awen.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.100
Hol luneller a yae bihan e galon, diwar lenn al levr-se, pa wele an doare ma oa gwasket ar werzennad, kurzhet pe drailhet houmañ, diouzh ment ur bajenn re strizh - evel pa vefe bet c'hoant krennañ hec'h awen.
2013
Daveenn :
BERNI
p.2
Notennoù studi
Ger roet gant Kervarker e geriadur ar Gonideg evel ar ger "aven" (a sinifi "stêr") implijet gant ur ster skeudennek.