Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. (db. an dud) Lakaat un tog (d'ub.). 2. Lakaat ul lein (war-c'horre udb.), goleiñ (udb.). Togañ ar bern plouz. HS. begañ. ES. didogañ. 3. (db. ar meuzioù) Gwarnisañ (udb.) gant ur meuz all. Lakaat ur vi da dogañ ar grampouezhenn. Un tamm patatez da dogañ ar bern : un tamm patatez da echuiñ ar pred.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ober a reas gant barrrinier houarn turgnet, kelc'hioù kouevr warno en o c'hreiz, troc'het diwar ur c'houblad gweleoù kloz kavet en ur c'hrignol pe war bern reputajoù ar gomun : dont a reas zoken a-benn da dokañ ar gael gant ur gurunennad simant all, harpet er c'horn war ur peul a dro gaer.

1992
Daveenn : EAZB p. 109

Pa voe anv da dogañ tourioù an iliz-veur e fellas dezhañ seveniñ un taol-kaer diouzh doare ar vro.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

Ne vanke nemet ur maodiern evit togañ ar bern.

2015
Daveenn : EHPEA p112

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial