I.
1. (db. fri an dud)
Berr ha ledan, tev diouzh an traoñ.
Ur fri togn.
ES. bir.
2. (db. al lavnennoù)
N'eo ket lemm e veg (ken).
Ur c'hleze togn e veg. Ur gontell, ur falz togn.
DHS. tuzum.
HS. dall.
3. Dre ast.
Zo plat e veg.
Togn eo tour an iliz.
II.
Dre skeud.
1. Kamm.
Torret e c'har ha chomet togn abaoe.
2. Direizh, skort.
Galleg saout ha brezhoneg togn.
3. (db. spered an dud)
Berr.
Tud dizesk, gros ha togn o spered.
4. Berr.
Ur peuriñ togn.
DHS. treut.
5. Trl.
Kavout udb. togn : bezañ feuket gant an dra-se.
Gaid, avat, a voe kavet togn an dra ganti.
HS. bras.
Daveenn :
GReg
pg (couteau, epée, dont la pointe est) émoussée
ur fri togn en deus
eur frî touñ en deûz
1850
Daveenn :
GON.II
pg touñ
togn
touñ
1850
Daveenn :
GON.II
pg tartouz, touñ
togn eo ho kleze
touñ eo hô klézé
1850
Daveenn :
GON.II
pg touñ
togn
toñ
1850
Daveenn :
GON.II
pg touñ
Paotr strizh [1], brizhardennoù e-leizh e dal, war e zivjod, war e fri togn ; ur pennad blev melen dioutañ, ha lemm e lagad gwer-c’hlas digor ha frank. Koant ar paotr ? Ket ; seder ha dever ennañ.
Pôtr strij [1], brizardennou e-leiz e dal, war e zioujod, war e fri togn ; eur pennad bleo melen dioutan, ha lemm e lagad gwer-c’hlas digor ha frank. Koant ar pôtr ? Ket ; seder ha dever ennan.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)
Melen evel lêr kozh o c’hroc’hen, du ha diwevn o blev, bihan hag a-dreuz o daoulagad ha tougn o fri.
Melen evel ler koz o c’hroc’hen, du ha diwevn o bleo, bihan hag a-dreuz o daoulagad ha tougn o fri.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.65
D’ar c’houlz-mañ, Bilzig a oa paotr a driwec’h vloaz, hanter hir ha moan-treut, e fri, tougn gwechall, a oa hiraet, hag e c’hinou, un tammig re ledan marteze pa c’hoarzhe ar paotr, a zizoloe div regennad dent gwenn ha lemm, yac’h-meurbet.
D’ar c’houlz-man, Bilzig a oa pôtr a driouec’h vlâ, hanter hir ha moan treut, e fri, tougn gwechall, a oa hiraet, hag e c’hinou, eun tammig re ledan marteze pa c’hoarze ar pôtr, a zizoloe diou regennad dent gwenn ha lemm, yac’h meurbed.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.178
A-raok an disparti e c'houlennas ar gomz hag en ur galleg tougn e lavaras : [...].
A-raok an disparti e c'houlennas ar gomz hag en eur galleg tougn e lavaras : [...].