1. (db. an dud)
Zo pleget e gein en abeg d'un tort (bos).
An den-mañ zo tort.
2. Dre ast.
(db. an dud)
Kromm, deuet da vezañ kromm gant an oad.
E dad zo erru tort.
3. Dre ast.
(db. rannoù korf an dud)
Kromm, pleget (abalamour d'ur c'hleñved prl.).
Goret e oa bet ma biz, ha chomet eo tort abaoe.
Evit lavaret krenn, ne gredfe den biken / Piv eo a gemeras da bried hor glufenn ? / Ur jilgamm, hanter dort hag ouzhpenn born-iskis.
Evit lavaret krenn, ne gredfe den biken / Piou eo a gemeraz da bried hor glufen ? / Eur chil-gamm, hanter-dort hag ouspenn born iskiz.
1867
Daveenn :
MGK
p57
Un den a skiant gwechall alies a lavare : / Ra vezin-me strobinellet, / Born, kamm, tort, mac'hagnet, / 'Met e vevin zo 'walch, ha pa ven zoken dall !
Eunn den a skiant gwechall aliez a lavare : / Ra vezinn-me strobinellet, / Born, kamm, tort, mac'haignet, / 'Met e vevinn zo 'walch, ha pa venn zo-ken dall !
1867
Daveenn :
MGK
p66
Edomp o vont a-biou Sante-Kroaz — e galleg Sainte-Croix, — pa en em gavas ganeomp, war an hent, un den oadet a hanter-kant vloaz, pe war-dro, kamm ha tort e fri, hag ul lagad luch en e benn.
Edomp o vont abiou Sante-Kroaz — e gallek Sainte-Croix, — pa en em gavaz ganeomp, var an hent, eun den oajet a hanter-kant vloaz, pe vardro, kamm ha tort he fri, hag eul lagad luch enn he benn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.67
tort
1909
Daveenn :
BROU
p. 430 (Bossu. Se dit aussi d'une bête dont l'épine dorsale subit une déformation concave. C'est l'équivalent de fossé au lieu de talus)
Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, penngamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwashoc’h-gwazh an eil eget egile, evit dispegañ diouzh yalc’h ar belerined un diner, ur gwennegig bennak marteze.
Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, pengamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwasoc’h-gwaz an eil eget egile, evit dispega deus yalc’h ar belerined eun diner, eur gwennegig bennak marteze.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
Gwechall-gozh ar sent a rae burzhudoù kaer-meurbet : yac’haat a raent an dud klañv, eeunañ a raent ar re gamm pe dort, ar gwel a roent d’ar re [z]all, ar c’hleved d’ar re vouzar. Ha bremañ !…
Gwechall-goz ar zent a rê burzudou kaer meurbed : yac’haat a rênt an dud klanv, eeuna a rênt ar re gamm pe dort, ar gwel a roent d’ar re dall, ar c’hleved d’ar re vouzar. Ha breman !…